17/05/2005
Sétif, an 8 a viz Mae 1945
Tri ugent vloaz-zo oa fin an eil brezel bed... Met ur brezel all ’doa komanset an deiz-se : brezel Aljeri.
D’an 8 a viz Mae 1945 oa bet savet manifestadegoù bras e Setif. anifestadegoù ofisiel evit lidañ ar peoc’h, d’an tu... Ha manifestadegoù savet get Aljerianiz a-orin, d’an tu all, evit goulenn get Frans gwirioù nevez, ingalded har ar frankiz evit Aljeria...
An deiz-se zo bet kontet get ur vaouez, Simone Durand Goallo, barzh he levr : “Dans l’oeil du cyclone”. Simone Durand Goallo, kelennerez war he leve, a zo e chom breman e-tal Gwened, met ganet eo e Sétif en ur familh “treid du”. Trisek vloaz oa Simone d’ar mare-se, ha skout. Laouen bras oa da zibuniñ er straedoù Sétif get ar skouted. Met, ur wezh erruet er stal ar re se, Simone hag e mignonned oa chomet e barzh, dalc’het. Ur vanifestadeg all a oa bet savet get strolladoù aljerian... Met fall troet an traoù... Poliserien zo ‘doa tennet ar an dud a oa e vanifestiñ d’an doare habask met get banniel Aljeria ar pezh oa difenet grons.
Goude-se, an Aljerianiz doa en em savet ha lazhet oa bet daou ugent den gwenn, Europeaniz, an deiz-se...
Simone, spontet bras, oa daet en dro d’ar ger hag he familh oa bet degemeret get amezeion, musulmaned, evit nompass bout lazhet...
A-benn ar fin kant European oa bet lazhet e Sétif hag en Aljeria a-beizh d’ar mare-se. An arme oa bet kaset get ar gouarnamant evit flastriñ an emsavadeg. Miliadoù ag Aljerianiz oa bet lazhet geti : etre 2.000 ha 80.000, hervez an dud... Ar dro 15.000 ha 20.000, sur awalc’h...
Barzh he levr, “Dans l’oeil du cyclone” Simone Durand Goallo a zispleg istoer e familh en Aljeria, he gourdadoù, an darempredoù etre Europeaniz hag Aljerianiz; politikerezh ar gouarnamentoù Bro C’hall, ha perak an Aljerianiz zo bet lesket a goste, dispriziet... Ma faota deoc’h goueit muioc’h, setu he chomlec’h : Simone Durand Goallo, Penmern, 56870 Baden.
Hervez ur bochad istorourien, brezel Aljeria doa komanset e Sétif.
Goude Sétif oa bet savet get Aljerianiz zo an arme kuzhet kentan evit stourm a-enep Bro C’hall... Nav vloaz goude e kroge ar brezel da vat... Ha brezelioù all zo bet en Aljeria ar lerc’h, c’hoazh betek breman.
Christian Le Meut
11:50 Publié dans Etrebroadel/International, Gwirioù mab den/droits de l'être humain, Istor/Histoire | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.