07/04/2005
Re a sonjoù !
Alies e vez graet goap doc’h ar re yaouank, skolidi, skolajidi, liseidi, a skriv sotonioù, traoù a dreuz, traoù faos ha farsus... Hag ar gelenerien ? N’eus ket pell m’eus kavet en dro ur “bulletin de notes” din, kaset da ma zud pa oan e fin an trived klass, 25 bloaz zo, just araok mont d’al lise. Ret eo din anzav memestra e oan nul er matematikoù : met nul, nul, nul... Netra d’ober ganin get an danvez se. Ar matematikoù ha me oa deuet da vout enebourien da vat, hag a viskoah.
Ha ma c’helenerez matematik da skrivañ war ma “bulletin de notes” daou dra souezhus memestra. An hani kentan, “Christian en deus beugon er c’hlass” (“Christian est très vivant en classe”). Ya, bev oan er c’hlas, ne oan ket marv. Kelennerion-zo, ‘deus komprenet eman bev ar vugale a zo diraze : gwell a-se ! Beugon, nerzh, startijenn oa ganin, sur eo... Met get an notennoù ‘m’boa (nebeutoch’ evit pemp), ne oa ket evit komz ag ar matematikoù.
An eil dra souezhus oa spontusoc’h : “Kristian en deus re a mennozhioù, re a sonjoù” he doa skrivet... Bizkoah kemend all, ur c’hlenved nevez marteze... Re a sonjoù ? Ha posupl eo ? An doktor n’eo ket bet galvet evit me soagnal, eurusamant. Met penaos rebechiñ d’ur c’hrennard bout “re a sonjoù” getan ? Ur spered, ur penn hag un empenn hon eus a zo evit sonjal, klask komprenn ar bed, goulenn traoù, sevel mennozhioù nevez...
Penaos a ya ar bed araok ? Get sonjoù ha mennozhioù nevez... Met gwellet m’eus tud en oad deuet da vout skuizh. Skuizh get ar vuhez, get ar sonjoù nevez; get ar vugale a c’houlenn traoù dezhe... Ha kelennerien en o mesk. Paour kaezh tud : bep bloaz er skol get bugale nevez dirazo, sonjoù ha goulennoù nevez gete ! Skuizhus eo, ur sort.
Un dra zo memestra : spi am eus am bo re a sonjoù e pad pell amzer c’hoazh. Me, me gav gwell bout re a sonjoù genin, e lec’h ar c’hontrell. “Re a sonjoù” : ur chans eo, ben ar fin. Sonjoù zo, get ma pado !
Christian Le Meut
15:35 Publié dans Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Deskadurezh/Education | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.