19/08/2006
Da lenn : Dalh soñj ez out den
Brezelioù a zo hiriv an deiz e pep lec’h, siwazh. Brezel en Irak, en Tchétchénia, ha c’hoazh... N’eo ket un dra nevez. Met istorioù karantez a sav ivez e pad ar brezelioù kriz... Lennet m’eus ul levr dispar anvet “Dalh sonj out den !”, skrivet get Yann-Vadezour Lagadeg, un den a Vro Bagan. Deuet eo er maez al levr se e fin ar bloaz 2003, embannet get Emgleo Breiz. Danevelloù a zo a barzh a ziar benn buhez pemdezieg al labourizion douar hag ar vezhinerion. Istorioù brezel a zo, brezel Aljeria met ivez an eil brezel bed, pa oa an Alamaned e Breizh. Ha setu istor Roz.
Staget doc'h he gwele kloz
Roz zo bremañ ur vamm gozh, daou vloaz ha pevar arnugent, met begon zo geti c’hoazh. Emañ e chom tost d'ar mor, e-tal ur blokaus, hep amezeg. Rozenn zo chomet dizimez met ur bern mignoned he deus. Eil maerez ar barrez eo bet; istimet eo get ar re all. Met gwellet a vez Roz ivez evel ur vaouez un tammig drol memestra. Sellit ta : gousk a ra c’hoazh e barzh he gwele kloz... Ur wezh, dont a ra Soaz, mignonnez brasan Roz, da brofiñ dezhi ur skeudenn evit he gouel a bleiz. Razh ar re gozh ag ar barrez a zo warni, hag ul lec’h a chom war ur voger, e tal poltred Roz hag he zud, da lakaat ar skeudenn-se... Met Rozenn n’eo ket a-du tamm ebed. Rak ur skeudenn all he deus da lakaat. Ha Roz da lâret d’he mignonez Soaz perak eman-hi chomet dizimez : piket oa bet he c’halon get ur soudard alaman, Hantz, e-pad ar brezel. Ha savet oa bet un istor karantez, da vad, etreze e pad tost daou vloaz... Hantz oa bet kaset war lerc’h da Bro Rusia, ha lazhet du hont...
A gaos d’an dra se emañ bet staget Rozenn doc’h he gwele kloz e lec’h m’he deus degemeret ha kuzhet Hantz e pad daou vloaz bep nozh. “Ma vehe chomet bev Hantz, e vehem dimehet asambles”, a lâr-hi... Met an istor karantez se zo chomet kuzhet e-pad ar brezel, evel reson, met ar lerc’h ivez. Bet oa bet Roz d’an Alamagn da welet tud Hantz... Abaoe ar mare se, neoazh, n’he deus ket kredet lakaat poltred he c’harantez e tal he foltred. Mezh oa warni, marteze. Met, goude bout displeget an istor d’he mignonnez Soaz, Roz a lak poltred Hantz war ar voger.
Istorioù karantez e pad ar brezel
Un abadenn tele oa bet skignet bleadeù-zo a ziout ar vugale ganet e pad ar brezel, pe just ar lerc’h, d’ur vamm a Vro Frans ha d’ur soudard a Vro Alamagn. Hervez an dud o doa savet an abadenn-se, 80.000 krouadur oa ganet goude bout aet asambles ur vaouez a Vro C’Hall get ur soudard a Vro Alamagn, e pad ar brezel. Hervez tud all, ar sifr vehe kentoc’h 200.000 krouadur ! Hag alies emañ bet lakaet mezh war ar vugale se a gaos d’o zad, a c’houde.
Ul lodenn ag ar maouezed a oa aet get ur soudard alaman oa bet touzet e pad al Libération. Ul lodenn ag ar maouezed-se a oa bet pallforset get an Alamaned. Ul lodenn oa kentoc’h gisti, sur awalc'h, met ul lodenn all oa merc’hed a feson piket o c’halon get soudarded alaman. Ha razh an Alamaned ne oant ket nazied anezhe... Istorioù karantez da vat oa bet, ha maouezed oa aet, goude ar brezel, d'en em zimeziñ get ar soudarded o doa keijet gante e bro Frans. N'eo ket ken pell ag ar wirionez an danevell skrivet get Yann-Vadezour Lagadeg.
Christian Le Meut
Dalh sonj out den, Yann-Vadezour Lagadeg, embannadur Emglev Breiz (10 rue Kemper, 29200 Brest). 13,5 €.
07:30 Publié dans Breizh/Bretagne, Istor/Histoire, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne, Breizh
Les commentaires sont fermés.