Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

21/03/2005

Ma zad kozh hag ar mediaioù

Ma zad kozh Julien a oa o chom e Krac’h, hag oa bet ganet e Plenver e 1911. Hennezh oa ur paotr a gare dezhan ober goapoù ha farsadennoù. Ur wezh, e 1991, ma zad kozh oa oc’h evan ur banne, evel bemdez, e barzh an davarn, ar “Krac’h bar”. D’ar c’houlz se, an tavarn se oa dalc’het ged me eontr, mab ma zad kozh, ha me moereb. Ha setu ur plac’h o vont e barzh an tavarn, ur gazetenerez anezhi ! D’ar mare se, ur bern a gazetennerien o doa aloubet parrez Krac’h, a gaos d’ur paotr all ag ar barrez, ur paotr brudet : Gérard d’Aboville.
E paouez treuziñ ar mor vras Pasifik oa ar paotr se, met ne oa ket degouezhet c’hoazh... Hag ar skinvelloù, TF1, F2, F3, hag ar skingomzioù broadel, France Inter, Europa unan, ha c’hoazh, oa aet da Grac’h evit atersiñ tud ag ar gommun-se, e c’hortoz... Daoust ma ne oa ket ken anavezet Gérard d’Aboville e Krac’h peogwir ne oa ket e chom du hont (e dud oa o chom e Krac’h) hag eñ oa aet kuit yaouank tre ag ar barrez ! A gaos d’an dra-se, m’eus gwelet meur a zen e komz e barzh an tele a ziout un den n’o doa ket gwellet james, nemet barzh an tele !

Pediñ evit Gérard d'Aboville...
Ha setu ma zad kozh da reskond d’ar gazetennerez : “Bremañ, eh an bamdez da Santez-Anna An Alré evit pediñ evit Gérard d’Aboville ”... Ne oa ket gwir, ur farsadenn oa, ur goap evel a vourre dezhan me zad kozh gober... Met skrivet oa an deizh ar lec’h war ar gazetenn get foto ma zad kozh ! Ha ne oa ket echu ar farsadenn : deiziadeù ar lerc’h, paour kaez ac’hanomp, petra hon’eus klevet war Frans 3 e pad abadenn “Thalassa”, lavaret get ur c’hazetenner brudet, Georges Pernoud ? “Hervez ur gazetenn un tad kozh, Julien, a Grac’h, a ya bemdez da Santez Anna evit pediñ evit Gérard d’Aboville”... Brudet-bras oa deuet de voud me zad kozh, met eñ ne oa ket en e aes penn da benn kar an istor ne oa ket gwir !
A c’houde, m’boa goulennet gantan : “E gwirionez, bet out bet e Santez Anna an Alré evit d’Aboville?”... “Ur wezh” n’eus respontet ma zad kozh, hep monet pelloc'h... Kazi sur eo : ne oa ket bet ma zad kozh du-hont, memes ur wezh. Arsavet en doa da vlenian abaoe pell, ha re bell eman Santez Anna a kGrac’h evit mont war droad pe war velo. Ha me zad kozh ne vourre ket anezhan kerzhet : ret e oa kas anezhan get ur c’harr evit monet daou gant metrad pelloc’h...
Setu : ur farsadenn lavaret get ur den a voure ober goap, deuet da vout un istor “gwir” evit millionoù a dud a gaos da gazetennerien n’o doa ket klasket ma oa gwir pe pas ar pezh lavaret getan ! Ur sort “intox mediatique” a oa bet graet get ma zad kozh, d’an taol-se, hep finval, hep ober netra nemet farsal hag evan ur banne en un davarn. Yec’hed mat d’an holl !
Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.