Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

18/05/2007

Eurodisneyglandes...

Emañ ret eo diñ en em gofesaat : en Eurodisneyland on bet ur wezh. Hag un avantur eo bet, me lavar deoc’h. Dija, paeañ : daou ugent euro evit un den, n’eo ket netra. Hag al lerc’h, gortoz : gortoz pell (met pas gortoz gwell), evit mont e barzh ar c’hoarioù bras staliet er park. An hini kentañ hon eus dibabet oa ar “Space mountain” evit “mont d’al loar”, sanset. Gortozet hon eus un hanter euriad memestra evit bout asezeet e barzh kirri bihan. Ha setu ni, hejet d’un tu ha d’un tu all, ha me, hanter c’hlañv e fin ar c’hoari, tost da reboursiñ. Daou ugent euro evit bout klañv, nag ur blijadur !

A-dreñv ar c'hlinkadur

Goude se, lesket m’eus ar re all mont da c’hoarioù all evel-se ha me, da bourmen trankiloc’h. Goulennet oa bet diñ klask boued. Un avantur all. Baraed pok ha pok (sandwiched e vez laret ivez e brezhoneg) a oa ret diñ kavout. Ya, met ne vez ket gwerzhet sandwich ebed e Eurodisneyland, nemet hot dogoù ! Un tamm bara sukred, briochet, get ur silzig, ur saosis oranjez chimik e barzh : pevar euro ha tri ugent santim unan. Da lâret eo, tost tregont lur, memestra evit un hot dog brein ! Ha gortozet m’eus pempzek munutenn c’hoazh evit prenañ ar boued breiñ-se : imored fall on bet memestra...

Pretier zo ha n’int ket gwall kaeroc’h ben ar fin. Aet omp da wellet e barzh ur preti savet evel e Meksiko, da evañ ur banne tomm kar yenn oa an amzer ur sort. Ar re a servije an ostizion oa kentoc’h tud yaouank gwenn o c’hroc’henn... Met taolet m’eus ur sell er gegin e lec’h ma ne oa ket nemet tud du e labourat... Maouezed du oa e labourat ivez er sal, da netaat an taolennoù, met penn bras ar stal oa ur paotr yaouank gwenn... Mod-se eman, e bed burzhudus Disney !

Klinkadur brav...
Baleet hon eus e-pad un devezh ha, gwir eo lâret, traoù brav zo. Gwellet hon eus kastell ar “Belle au bois dormant”, enezenn ar birated, ur geriadenn ag Afrika, ur straed ag ar far west... Met souezhet oan bet memestra kar m’eus ket gwellet kazimant aktour ebet. Nemet otomated zo en o flas. M’eus ket gwellet na Mickey, na Donald, na Minnie e pourmen er straedoù : den ebet. Ar re nemete m’eus gwelet oa “Blanche neige” (met hep ar seizh korrigan, re ger eo paeañ ar re se, marteze !), hag ar Belle au bois dormant (pe Cendrillon, n’on ket sur) e tansal get o frinsed...

... Met Donald ebet 
C’hwec’hzek dansour 'meus kontet, pas unan muioc’h ! Hag oc’hpenn-se, n’int ket arruet barzh ur c’harros brav, na barzh ur sitrouillenn vras, met e kerzhet... Hag ar ar vras hag ar re vunut da redek war o lec’h evit gwelout an arvest dister-se ha klevout sonerezh nul... E-pad an amzer-se, ar “fée Clochette”, oa e lein ar c’hastell, hon saludiñ... Dipited on bet ur sort : mont da Eurodisneyland hep reiñ un dornad da zDonald, ma mignon bras pa oan krouadur, nag ur spont !

Met gwir eo : otomated zo marc’hadmatoc’h evit aktourien gwir. Ne vanifestent ket, ne glemment ket, ne reont ket harzoù labour ha ne z’eont ket da gac'had ur wezh an amzer. Ya, met n’int ket bev. Hag an dra se eo, Eurodisneyland, ul lec’h brav da welet, “burzhudus” sanset, met nehansus, a-benn ar fin... Ciao Mickey ! Da viruiken !

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.