Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

05/02/2007

An TGV divutun

Setu, difenet eo bremañ butuniñ barzh al lec'hioù publik. Barzh en treiñ, e vez difennet abaoe daou vloaz bremañ, ar pezh em boa kontet deoc'h barzh an destenn gentañ bet embannet barzh Rezore, e miz Meurzh 2005 :

"Bet oan bet da Baris e fin miz Geñver 2005, get an TGV. Bourriñ a ran beajiñ en trein. N’eo ket amzer kollet, met amzer da lenn. Hag e lenn e oan pa m’boa gwelet tud yaouank ec’h ober un dra souezhus memestra. Daou baotr ha div verc’h, krennarded ar-dro pemzeg pe triwec’h vloazh, e vonet asambles, ar pevar d’un taol, er WC, er c’horn bihan, e kersoulaj! Bizkoazh kement all ! “Met petra emaint ec’h ober, ar re se, pevar den en ur sall ken vihan ? N’eo ket jaojapl ur sort”, m’boa sonjet... “Penaos frigeiñ pe kac'had mod-se ?”

Ya, met ne oa ket na frigeiñ na gac'hat a faote gober ar pevar lapous-se. Butuniñ, ne laran ket... Rak bremañ emañ difenet butuniñ en Tgv a-bezh... Me, ne vutunan ket, ha gwezhall e kaven torr-penn an dud a vutune un tammig e pep lec’h en TGV, en trepasoù, er bar, ha c’hoazh, daoust ma veze difennet dija... Met an traoù 'deus chanchet penn d’ar benn. N’eus ket mui lec’h ebet evit butuniñ en TGV abaoe penn kentañ 2005. Ha, benn ar fin, ne gavan ket an dra-se just. Perak nompass lesket ul lec’h e penn pe e lost an tren, evit ar vutunerion ? Mod-se e chomay dijapl, ar WC evit ar re o do afer anezhe da vat..."

Abaoe ar c'houlz-se m'eus tapet en TGV c'hoazh ha m'eus gwelet un dra all : kentizh ma chom a sav an treiñ barzh ur gar bennak, butunerion a zisken da vutuniñ ur sigaretenn ar vuanan posupl !

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.