Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

04/01/2007

C'hoariva : staj gouleier/stage sur les lumières au théâtre

Staj "Gouleier" d'an 13 ha 14 a viz Genver 2007 : ur staj a vo gant François Eric Valentin, diwar benn ar gouloù er c'hoariva, ar pezh a zegas d'ur pezh-c'hoari. Aozet e vo e Karaez, sal pleustriñ Kreizenn Glenmor, d'ar Sadorn 13 ha d'ar Sul 14 a viz Genver 2007. Digor eo d'an holl, koulz d'an deknisianed ha d'an aktourien. Lakaait hoc'h anv abred, n'eus nemet 12 plas (kasit dre bostel).Digoust eo evit izili C'hoariva. Titouroù all a vo dizale diwar benn bod ha boued (e ti Kerampuilh), ha resisadurioù diwar-benn ar staj war al lec'hienn internet.

Stage (en breton très certainement, même si ce n'est pas spécifié) sur les lumières au théâtre, ouvert aux techniciens et aux acteurs. Carhaix, 13-14/01/2007. 


C'hoariva, kengevredigezh ar c'hoariva brezhonek / Fédération du théâtre en breton, 02 99 37 04 16
morwena.audic@free.fr
http://www.teatr-brezhonek.org/