Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

12/08/2008

Xavier Grall : Solo e brezhoneg hag un oratorio

0af591c438b0811a8ddbd4c1c5015c01.jpgN'em boa ket kinniget deoc'h al levr-se : troidigezh barzhoneg Xavier Grall e brezhoneg get Naig Rozmor, bet embannet ha lakaet er maez e 2007 get Emgleo Breiz. Un droidigezh a-feson, d'am sonj, nemet un dra e fin an destenn : Xavier Grall a skriv, e galleg  "comme la vie était jolie dans ma Bretagne bleue"; ha "Bretagne bleue" a za da vout "Breiz Izel hlas" edan pluenn Naig Rozmor. Breizh ha Breizh Izel, n'eo ket ar memes tra, alkent.

Ul lodenn ag an droidigezh-se a oa bet kanet get Marthe Vassalo digwener paseet, en Oriant, er c'hoariva nevez, e fin an arvest kinniget e-pad ar Gouelioù etrekeltiek : "Oratorio pour Xavier Grall - an dianav a rog ac'hanoun". Tregont den war al leurenn memestra : kanerion klasel, sonerion (klasel ivez) a sone ur sonerezh... klasel, met a-vreman, savet get Frédérique Lory. Brav, met re drist ha re sioul a wezhoù.

Ul lodenn gentañ dreist 
An destennoù a oa bet tennet a bennadoù skrid, pe a varzhonegoù skrivet get Grall (ganet e 1930, marv e 1981). Kavet m'eus bourrapl bras al lodenn gentañ : begon a oa get skridoù dibabet war temoù a-bep sort (darempredoù Grall get e dad, e merc'hed, Breizh...). An eil lodenn oa bet savet kentoc'h get testennoù skrivet pand a oa Grall kouezhet klañv. Klemmusoc'h, poanusoc'h, evel rezon. Met pounneroc'h lusk an abadenn. Un nebeut tud a oa aet kuit. Un den, nepell din, a oa e kousket hag e tiroc'hall.

Yvon Le Men ha Marthe Vassalo war al leurenn 
Ul lusk bourrapl oa daet en dro er fin, pand a oa aet war al leurenn ar barzh Yvon Le Men, mignon Grall, da lâr fin ar barzhoneg Solo e galleg ha, d'e heul, Marthe Vassalo, da ganal fin Solo ivez, met e brezhoneg. A-benn ar fin m'eus ket bet keuz bout paeet 22€ (memestra !) evit mont da welled an arvest-se. Evidon-me, Grall a chom ur skrivagner talvoudus bras. Ad lenn a ran e oberennoù (e varzhonegoù hag e pennadoù skrid ur wezh an amzer.

En français

7289cc59641f99932c8085844f4c0929.jpgLe long poème Solo, de Xavier Grall (journaliste, romancier, poète, 1930 - 1981) a été traduit en breton l'année dernière par Naig Rozmor (Ed. Emgleo Breiz). La fin de ce texte a été dite vendredi dernier par le poète Yvon Le Men, en français, lors de la présentation de "l'Oratorio pour Xavier Grall - L'inconnu me dévore", dans le cadre du Festival interceltique de Lorient. puis Marthe Vassalo a chanté cette même partie dans sa traduction en breton (très belles interprétations de ces deux artistes).

Christian Le Meut