26/12/2006
Sinemaioù pe sinemadigoù ?
Kavout a ran plijus mont d’ar sinema ur wezh an amzer, met pas e pep lec’h. Sinemaoù zo a zo bourraploc’h evit re all. Da skouer kavout a ran bourrapl mont d’ar Vulcain, ar sinema a zo e Lokrist, e tall an Hen Bont. Ur sal hepken a zo ha, forset mat, ur film hepken a vez skignet bep taol... Mod-se ne vez ket klevet trouz pe sonerezh ar filmoù all. Ar Vulcain a vez dalc’het get tud a volontez vat ag ur c’hlub sport.
Un tammig pub a zo araok pep film, met pas kalz hag, ouzhpenn-se ul lodenn ag ar pub a zo erru re gozh : stalioù, magasinioù, pretier, kinniget a zo serret abaoe pell met bruderezh a vez graet evite er Vulcain memestra ! Ar sal se zo e kreiz ar vourc’h, hag an dud a zo e chom tro dro a c’hell mont di ar droad ar pezh a zo gwelloc’h evit an natur ha marc’hadmatoc’h evit an dud... Hag ur wezh chouket n’och ket stanket evel sardined, c’hwi hell astenn ho divharr.
A wezhoù on souezhet : e penn kentañ ar bloaz man ur bochad tud oa daet evit ur film dianavet awalc’h a fed brezel Aljeria. Soudarded kozh a oa bet kaset d’an Aljeri e-pad o yaouankiz hag a oa deuet d’ar sinema get o maouezed... Kalz filmoù a feson a vez skignet get ar Vulcain, filmoù anavezet bras, a sach tud, ha filmoù dianavet. A wec’hoù emgavioù a vez savet evit komz ag ar film. E miz Kalañ gouiañv m’eus gwellet “The road of Gantanamo” ha tud Amnesty oa deuet da gomz ganeomp war lerc’h a ziout tem ar film-se a ziskouezh pevar paotr yaouank toullbac’het ha bourreviet e Guantanamo get gouarnamant ar Stadoù Unanet, hep bout barnet... Lakaet int bet er maez benn ar fin met pemp kent den a zo c’hoazh toullbac’het e Guantanamo er maez ag al lezennnoù etrebroadel...
Ker eo un tamm !
Ouzhpenn-se n’eo ket ker evit mont da wellet ur fim er Vulcain : 6,5 € d’ar muian ha, ma prenit dek tiket en avans, c’hwi bae 4,5 € evit pep film. Hag ar sonerezh a vez lakaet da c’hortoz ar film a vez dalbezh bourrapl... Ar pezh n’eo ket gwir e sinemaoù all evel ar Méga CGR e Lannârster e lec’h ma klevan, a wec’hoù, sonerezh a zisplij kalz din, evel Klode François. E Lannârster a zo bet savet ur sinema anvet da gentañ Cinestar, ha bremañ Mega CGR, nag an añv brav... Ur “multiplexe” a vez graet a sinemaoù evel-se. Ar Mega CGR a zo bet savet e barzh un tachad konverzh, e lec’h ma vez ret mont get ho oto. Ur savadur bras eo, livet e griz evel ur blockhaus. Ur wezh a barzh e vez ret deoc’h paeiñ 8 € evit gwellout ur film : marc’hadmatoc’h eo d’al lun (pemp euro evit razh an dud), ha distaolioù zo evit ar re zilabour, ar vugale, ha me oar me, met ker eo memestra.
Madigoù, c'hoarioù, toull trapoù...
Ur wezh bout paseet ar c’hef, setu ar stall madigoù ! Ne vez ket mui kavet sinemaoù bremañ met “sinemadigoù” get bernioù pop korn, skornennoù, madigoù gwerzhet ker ruz, evel rezon, traoù fall evit ar yec’hed met a gas plijadur memestra. Ma z’eus bugale genoc’h, diaes eo tremen e tal ar stal madigoù hep preniñ netra dezhe... Ur wezh bout paseet ar stal madigoù, un toull trap all zo : ar c’hoarioù. C’hoarioù a bep sort a zo bet lakaet ivez evit sikourin genoc’h da c’hortoz ar film ha da goll ho argant !
Ouf, setu an eur. C’hwi hell mont e barzh ar sall ! Ne vez ket mui roet ho tiket ganeoc’h d’ur plac’h koant, d’un “ouvreuse”; n’eus ket mui anezhe er Mega CGR met paotred zo bet lakaet en o lerc’h hag a denn kentoc’h da vijiled ! Chomomp sioul ha mut neuze, laromp ket netra a dreuz nemet “trugarez” ma faota deomp sellet doc’h hor film. Ur wezh er sall, c’hwi well un nebeut traoù lous etre ar gadoerioù-brec’h rak n’eo ket bet gwalc’het al lec’h etre daou film, evel ma veze graet araok get an “ouvreuses”. Nann, ret eo deoc’h slalomin etre kornedoù pop korn goullo, chewing gum chaket, ha paperioù lous... Ur wezh azezet, c’hwi zo stanket evel sardined ha n’hellit ket astenn ho divharr...
E c'hortoz ar film...
Met setu, lazhet ar gouleier, an abadenn a grog... An abadenn, ya, met pas ar film. Araok an abadenn a groge get pub evit filmoù all, hag ar lerc’h e veze skignet bruderezh evit traoù all. Bremañ mesket ‘vez an daou, ar pezh a zo displijus. Setu ur pub evit ur film, hag unan evit un telefon nevez, c’hoarioù Nedeleg, ur bank, ha c’hoazh ha c’hoazh. Hirr eo. C’hwi peus paet ker ruz da wellet pub... Hag ar lerc’h ar pub, ar film ne za ket diouzhtu. Nann. Alumet eo en dro ar gouleier hag ar skramm a zo kushet get ul lienn bras e lec’h ma zo bet treset... pub, c’hoazh. Ne bad ket pell met bon, kollet vez amzer e c’hortoz ar film.
Ar filmoù a vez skignet du hont a vez berpet ar filmoù brudetan, filmoù savet evit sachan ar muian posupl a dud, evel James Bond. Ur bochad filmoù brav hag interesus ne vezont ket kinniget get ar Mega CGR...Muioc’h mui a gongurens a zo etre ar sinema hag an DVD, hag get ar filmoù a c’hell bout “pellkarget” war internet. N’on ket souezhet. Ma faota d’ar re a zo e penn ar sinemaioù kenderc’hel da wellet tud barzh o salioù, gwelloc’h vehe dezhe kinnig prizioù izeloc’h, sonjal en o doare da zegemer an dud, nompass lakaat re a bub, ha kinnig filmoù a bep sort. Reiñ c’hoant d’an dud mont d’ar sinemaoù, kwa. Mod all an dud a chomo er ger da zebriñ pop korn dirak o fostoù tele bras pe o urzhiataerioù.
Domaj vehe.
Christian Le Meut
01:00 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez pemdeziek/Vie quotidienne, Sinema/Cinéma | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Sinema, filmoù, salioù