07/03/2007
Kazetenn : ya da Ya !
Setu : erruet eo ar Ya! nevez, get ur vaketenn bravoc'h, muioc'h a skeudennoù (ha brasoc'h ivez), peder c'holonnenn e lec'h pemp, pennadoù berroc'h met ur bajenn muioc'h evit an doareieù... Ar rubrikenn "levr" a zo re verr memestra. Ur stagadenn nevez zo : An dudi, get c'hoarioù (ne glaskan ket d'o c'hompren, re ziaes, met henvel eo genin e galleg), bandennoù treset (a grog mat get Darius hag Irial), ha danevelloù (istorioù bank skrivet get Hervé Lossec, fentus hag interesus). Un dra drist memestra : echu eo get Meuriad, ar gazetenn miziek savet get Keit vimp bev evit ar grennarded, siwazh ne oa ket koumananterion awalc'h. Bandennoù treset Meuriad a vo kavet en dro barzh Ya!, ha gwell a-se !
00:20 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Kazetennerezh/journalisme, Mediaioù/média/skinwel/Télévision | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Ya, kazetenn, brezhoneg, langue bretonne, presse