02/06/2009
Penaos deskiñ brezhoneg e Amsterdam ?
Un den a zo e chom e Amsterdam, Dominiko, a c'houlenn genin penaos deskiñ brezhoneg, an hentenn pe al levr gwellañ. N'eus ket kentel brezhoneg e Amsterdam ha Dominiko a labour get ar "metod assimil", adembannet un nebeut bleadeù (bloavezhioù) zo get Divi Kervella. D'am sonj, ar metod se a zo mat evit krogiñ da zeskiñ.
Poelladennoù a-feson a vez kavet ivez war lec'hienn internet DAO; Deskiñ d'an oadourion.
Evit deskiñ komz get ar re all, an dra gwellañ d'ober a zo dont da Vreizh evit heuliañ ("suivre"), ur staj hir, ur sizhuniad pe div, e-pad an hañv. Stajoù a vez kinniget get KEAV, Stumdi, ha kevredigezhioù all.
Mod all, evit deskiñ lenn, levrioù paper a zo, evel rezon, met diaes da gavout e Amsterdam, marteze. Ur bern testennoù a zo da lenn e brezhoneg war blogoù (Rezore, Ar Gelionenn... !), met, dreist-holl war Wikipedia e brezhoneg (25.000 pennad !).
Setu un nebeut mennozhioù. Ma peus-c'hwi, lennourion, sonjoù all da ginnig da zDominiko, skrivit anezhe dre "commentaires".
Ha, marteze, brezhonegerion a zo e chom e Amsterdam...
En français : Dominiko, internaute résidant à Amsterdam, où il n'y a manifestement pas de cours de breton, demande quelle est la meilleure méthode pour apprendre le breton. Internautes, à vos idées !
CLM
09:51 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Etrebroadel/International | Lien permanent | Commentaires (2) | Tags : amsterdam