Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

20/11/2007

Saïgon : klasket e vez war lerc'h ur vrezhonegour-ez yaouank !

Mesaj kaset get kevredigezh Diskouarn/Message transmis par  l'association Diskouarn :

"Salud d'an holl, resevet hon eus ar gemennadenn-se gant un bennak zo o chom e Saigon, a zo o klask war-lerc'h un den yaouank brezhoneger da zont "au pair" evit 8 miz da Saigon, lakait da dreiñ ar c'heloù mar plij : <Skrivan a ran deoc'h d'eus Bro Vietnam, peogwir emaon o klask ur plac'h yaouank evit dont aman d'am skoazell kelenn Brezhoneg d'am flac'hig vihan, pevar vloaz anezhi.Daoust hag e anavefec'h un den yaouank dedennet da zont da dremen da nebeutan eizh mizvezh e Saigon war un diazez "au pair" ? Ret e vefe un den yaouank hag en defe peurechuet e studiou e Brezhoneg gant Diwan da skouer betek ar bachot.
Tu a vefe d' ar plac'h "au pair" man deskin ar Vietnameseg, yezh diazez ar familh, va gwreg a zo Vietnameseg, ne oar ket ar galleg; hag ivez pleustrin war ar Saozneg, evel m'eo ar yezh diazez hon darempredou kevredel.
Gallout a rafe degouezhout a benn miz Kerzu pe Genver o tont.

Merc'hed yaouank au pair hon eus bet peder anezho abaoe Gwengolo 2005. Berzh mat hon eus bet, va merc'hig vihan a zo breman pevar bloaz hanter, kompren mat a ra ar Brezhoneg ha barrek eo da gomz. Trein a ra d'he mamm e Vietnameseg pezh a lavaromp dezhi e Brezhoneg!".Kasit din ur postel : jakezb@yahoo.co.uk"

Bonjour à tous :
Nous avons reçu ce message d'un breton de Saigon qui recherche une jeune fille ou un jeune homme au pair, bretonnant, pour environ 8 mois à Saigon. Possibilité également de s'initier au vietnamien, et de perfectionner son anglais. Merci de faire circuler l'info "Je recherche une jeune fille au pair pour aider ma petite fille de 5 ans à continuer à pratiquer et à apprendre le Breton. Il faut aimer les enfants, savoir les faire jouer et travailler, vouloir voir du pays, être disponible pour s'intégrer dans une famille britto vietnamienne et bien sûr posséder un bon niveau de Breton parlé et écrit. Séjour : environ 8 mois. Nous avons déjà eu 4 JF au cours des trois années passées. Prendre contact dans un premier temps sur mon email : jakezb@yahoo.co.uk"