16/10/2007
Levr : "J'arrive où je suis étranger" get Jacques Sémelin
Gwelout : un dra boutin eo evit al lodenn vrasan ac'hanomp. Ni wel. Ni sell doc'h ar re all, doc'h an den a garomp, doc'h ar gwez, an oabl, ar mor, an douar, an heol, al loar... Ni lenn, ni skriv, ni red, hep sonjal pelloc'h. Akourset omp, hor vuhez pemdeziek eo.
Jacques Sémelin a rae razh an traoù-se pand a oa eñv krouadur ha krennard. Un deiz, el lise, ur glañdiourez doa goulennet getan : "Ha lâret eo bet deoc'h penaos e teuec'h da vout dall un deiz bennak ?"... Rétinopathie, setu anv ar c'hleñved. Jacques ne ouie ket met graet en doa van... D'an oad a c'hwec'hzek vloaz, en doa poan dija e c'hoari handball, ne wele ket ar volotenn hag a oa re vihan; er fobal, Jacques a oa ur c'hoariour a feson, met kentoc'h d'an tu dezhoù, d'an tu kleiz ne wele ket mat.
Jacques Sémelin n'doa lâret netra d'e dud. Ar wezh kentañ en doa bet un emgav get ur verc'h yaouank, a oa da noz, barzh un dachenn kamping... N'en doa ket kavet en dro deltenn e zousig e-touez ar re all a gaoz d'an noz teñvel. Diaes !
Penaos en em zimeziñ e lâret d'e wreg : "Un deiz bennak, n'ouion ket pegoulz, e teuin da vout dall, da vat hag a viskoazh" ? Penaos bout tad ma n'hellit ket lenn istorioù d'o bugale ? Penaos bout istouror, ha klaskour barzh ar CNRS, ma n'hellit ket lenn ho-unan ? Penaos monet da studiañ er Stadoù-Unanet ? Penaos skriv hag embann levrioù ?
Jacques Sémelin zo daet da vout dall e kreiz ar bleadoù pevar ugent. Daoust d'e gleñved, daoust d'an diaesamentoù, daet eo da vout gwaz, tad, istorour, klaskour er Stadoù Unanet hag ar lerc'h er CNRS, kelennour, ha c'hoazh. Displegiñ a ra ar penaos hag ar perak barzh al levr fromus-se. Penaos, get karantez, youl, feiz, spered ha... sikour ar re all, e c'hellit mont araok ha nompas kouezhel.
Christian Le Meut
An titl a zo tennet ag ur barzhonneg skrivet get Louis Aragon :
"Rien n'est précaire comme vivre
rien comme être n'est passager
c'est comme fondre pour le givre
et pour le vent être léger
j'arrive où je suis étranger"
J'arrive où je suis étranger, Jacques Sémelin, Ed. du Seuil, 19,80 €.
10:20 Publié dans Galleg/français, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Sémelin, livre, réthinopathie