16/05/2007
Kenavo Jakez Chirac...
Jakez Chirac a ya kuit hiriv ag an Elysée; setu ar pezh a skriven a ziar e benn e miz Ebrel.
“Me ho kar” : setu ar pezh n’eus lâret deomp ar prezidant Chirac d’an unnek a viz Meurzh paseet : bizkoazh kement all. Jakez, hor prezidant deomp-ni abaoe daouzek vloaz, em c’hare, ha n’en ouien ket. Mechal emestra mard Jakez a gar razh ar Franzision, pe ul lodenn anezhe; pe lodennoù dishenvel hervez an amzer ha hervez an avel : ar re a zehoù a wezhoù, pe ar re a greiz, pe ar re a gleiz...
Er maez a Frans Jakez a zo bet un ekologour bras, hag un den a gare ar yezhoù hag ar sevenadurioù all. Met petra en deus graet evit sikour get ar yezhoù all a Frans, evel ar brezhoneg ? Netra, pe dost. Sinet oa bet get Lionel Jospin, ministr kentañ d’ar c’houlz-se, Karta Europa ar yezhoù rannvroel, e 1998, met ne oa ket bet ratifiet get parliamant. Ha Jakez n’en deus graet netra evit sikouriñ get Jospin, ar c’hontrel.
Petra n’eus graet Jakez evit an ekologiezh en diabarzh a Frans: pas kalz a dra ivez. Ha geo : savet en deus ar “C’honservatoire du littoral” tregont vloaz zo evit preniñ tammoù an aod, da vout miret evit an amzer da zont. Setu ur sonj vat hag en deus graet berzh. Met Jakez ne oa ket en e unan : dindan prezidant Giscard en deus savet an dra-se. Trugarez da Valery ivez, neuze ha retred mat deoc’h-c’hwi, an daou.
Karantez betek ar brezel
Jakez hor c’har-ni, Fransizion, razh. Met laret en doa traoù displijus, traoù fall, a fed familhoù zo daet da labourat ha da vout e chom e Bro C’hall; “le bruit et l’odeur”, sonj peus ? Hag ar gKanaked : Jakez a gar ar gKanaked, sur awalc’h, met kaset en doa memestra an arme d’ar C’haledonie Nevez evit gwaskiñ ar gKanaded a faote dezhe en em zistagañ a vro Frans. Er bloaz 1988, c’hwec’h soudard hag ugent Kanak, sitoianed a Frans, razh, oa marv du-hont pa oa Jakez e penn ar gouarnamant. Ur sort brezel sivil a groge. Eurasamant, ar bloaz se, Jakez oa bet trec’het get Mitterrand e-pad votadegoù prezidant. Ha setu Jakez er maez ha Rocard ministr kentañ. Getan oa bet sinet emglevioù peoc’h Matignon, hag a zalc’h c’hoazh hiriv an deiz...
Jakez n’eus graet un dra vrav memestra : n’eo ket aet d’an Irak da vrezeliañ get George Bush.
Aferioù, aferioù...
Jakez oa bet ivez e penn ti ker Pariz. Tud oa bet gobret get an ti ker-se da labourat evit an RPR ar pezh a veze (hag a vez) difennet grons. Ur bochad aferioù e giz-se zo bet, pad buhez publik Jakez Chirak. Hag e vuhez publik n’eo ket echu : ur wezh aet kuit ag an Elysée, e miz Mae, Jakez en do un emgav get ur barner e kreiz miz Mezheven, hervez ar pezh a lâr ar c’hazetennoù. Rit ket bill, ne vo ket lakaet en toull bac’h, na Jakez nag e vBernadette santel. Hag a gres d’e emgavioù get ar varnourion, ne gavay ket, Jakez, re hir an amzer e-pad e retred. Rak esperans m’eus e vo emgavioù all get ar varnourion. Dober hon eus e Frans a varnourion a ra o labour, ar justis a zo digabestr, sanset...
Mechal memestra perak omp karet get Jakez. D’am sonj, ar pezh a gar Jakez, kentoc’h, a zo bout hor prezidant. Met en a “gar” kement-se ar Fransizion hag en deus kavet unan all evit tapout e blas ! Nag ur paotr jentil, ar Jakez. Ha piv eo an dañvez prezidant dibabet get Jakez ? Niko : unan all hag hor c’har betak sakrifiiñ e vuhez evidomp-ni ! Trugarez deoc’h paotred. Met get Nick ne vo ket memes doare : ret vo deomp karout Frans (hag he frezidant, evel rezon) pe kuitaat ar vro... Me, me gar m’em bro-din me, met pas razh ar pezh a vez graet get pennoù bras ar vro. Kement da vout lakaet er maez ?
Get Niko, “razh” ne vo ket posupl
Get Niko, “razh an traoù a vo posupl”, emezan... Razh ? Nann : pas razh. Ne vo ket posupl dezhañ ratifiiñ Karta europa ar yezhoù rannvroel, setu ar pezh en deus reskontet dija. Niko a gar ar yezhoù rannvroel a Frans, hervez ar pezh a lâvar hennezh, met ne vo ket chanchet ar gonstitution evite. Ne vo ket roet ur statud ofisiel dezhe. Krog a ra fall an traoù...
E c’hortoz, kenavo deoc’h Jakez. Me, ne garan ho toare d’ober politikerezh met me gar nebeutoc’h c’hoazh doare ho mignon Niko. Deomp-ni d’en em dennañ bremañ evit an amzer da zonet, hepdoc’h. Ha me, evel sitoian a Frans, hag a Vreizh, ne laran ket mersi deoc’h.
Christian Le Meut
10:05 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Politikerezh, Chirac