09/05/2006
Brest, six ans et dans la clandestinité...
Une fillette de six ans vit dans la clandestinité depuis un mois à Brest, cachée par des familles de parents d'élèves qui refusent son expulsion et celle de sa mère (on ne peut expulser l'une sans l'autre). Elles sont originaires du Daghestan, en Russie. Information sur :
http://www.brest-ouvert.net/article2647.html
Pétition du Réseau Education sans frontières :
Pétition nationale : Nous les prenons sous notre protection !
09:45 Publié dans Breizh/Bretagne, Gwirioù mab den/droits de l'être humain | Lien permanent | Commentaires (2) | Tags : Bretagne forever !
01/05/2006
New York : klasket e vez "chinese nannies"
Rubrikenn bet skignet war Radio Bro Gwened e miz Ebrel 2006 (bep gwener da 8e15 mintiñ).
"Selaouerion, selaouerezed : abaoe pewar bloazh bremañ e sealouit Bizkoazh Kement all ar Radio Bro Gwened bep gwener. Bep gwener pres zo, foul zo warnoc’h, araok eizh eur ha kard; staget oc’h, skotchet doc’h ho post skingomz, radio, evit selaou an abadenn : hag ar wirionez zo ganeoc’h, ma zud kaezh. Ma faota deoc’h bout doc’h ar c’hiz, anavout chanchamentoù ar bed, selaouit Bizkoazh kement all.
Kement se a laran deoc’h peogwir em boa graet goap, miziadoù zo, ag ul lise a Bondi e lec’h ma oa bet lakaet kentelioù sinaeg e lec’h kentelioù brezhoneg... Kelenn ar sinaeg : perak pas ? Met perak lesket da goll ar brezhoneg, yezh a orin tud ar vro ? Rekiz eo deskiñ sinaeg, a lâr tud zo, evit kaout labour, ober konverzh get ar vro se, a ya da vout pitaod bras ha kreñvoc’h krenvañ... Ha emañ ar wirionez gete, moarvat...
N’eus ket pell zo e oan e “surfin” ar internet. Ya, surfin a ran war internet. Ha bourrapl eo : c’hwi zo er ger, trankil ha sioul, ha pas war ar mor pe war an erc’h el surferion all. Bourrapl eo, ha kentelius ouzhpenn. Ar gazetenn Liberation n’eus savet ur lec’hienn internet brav get blogoù dalc’het get he c’hazetenourion. Ar blogoù zo lec’hiennoù e lec’h ma c’heller skrivann ho sonj a fed ar pezh peus lennet. Lakaet vez warne pennadoù ne vezont ket embannet barzh ar gazetenn. Traoù a ziout ar vuhez pemdeziek, da skouer... Ha, justawalc’h, n’eus ket pell zo, unan, skrivet get ur c’hazetennour a zo e labourat er Stadoù Unanet, oa war ar sinaeg.
New York, New York...
Bez zo ur c’hiz nevez e kerbenn ar bedt, e New York. Du hont e vez gobret get ar re binvidik muioc’h mui a “chinese nannies”; “Chinese nannies” a zo magerezed a Vro Sina, “nounous chinoises” e galleg. Ar pal : deskiñ sinaeg d’ar vugale an abretañ ar gwellan evit ma c’hellint labourat e bed “an argant”, a-benn pempzek pe ugent vloaz, pa vint erru bras... Met n’eo ket aes gobriñ ur “chinese nannies”. N’eus ket kement se anezhe a c’hell komz mat saozneg ha sinaeg e vout ampart awalc’h d’ober ar dro ar vugale. Kreskiñ a ra o gobr neuze ha diouer a “chineses nannies” a zo e New York; mankout a ra “chinese nannies” hiriv an deiz e kerbenn ar bed. Nag ur spont...
Ar c’hizioù nevez ag ar stadoù Unanet a za en Europa war lerc’h, memes ar re sotan. Setu neuze ul labour nevez a erruo amañ a benn un nebeut bleadeù : “Chineses nannies”. Mard e oc’h e chom koste Pondi, c’hwi zo plaset mat : kentelioù sinaeg a zo ! Lakait un tammig livaj melen ar ho penn ha, piv oar, c’hwi gavo labour evel “chinese nannies” barzh familhoù pitaod ag ar c’horn bro se...
Sinaeg pe brezhoneg pe...?
Bleadoù zo an Alamaneg oa doc’h ar c’hiz : nebeutoc’h nebeut a vugale a zesk alamaneg hiriv an deiz... Bleadoù zo tud a lâre ne servije da netra deskiñ brezhoneg d’o bugale. Ne oa ket gwir d’ar c’houlz se dija met, hiriv an deiz kantadoù a dud, marsen daou vill, a labour get ar brezhoneg hag ar gres d’ar dezhan. Mod se emañ. Chanch a ra ar c’hiz, chanch a ra ar bed ha pas berped d’an tu fall... Evidon me, ne zeskiñ ket sinaeg doc’htu. Me gav gwelloc’h kenderc’hel da zeskiñ brezhoneg, da wellaat "mem breton", get an esperans e vin komprenet gwelloc’h, ha ne vo ket ar pezh a lâran, sinaeg evidoc’h".
Christian Le Meut
Ma faota deoc'h deskiñ sinaeg memestra, sellit doc'h ar pennad e galleg, lec'hiennoù internet a zo merchet.
08:00 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Etrebroadel/International | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !