Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

23/08/2011

Lezvarn/Tribunal : un den taget goude bout komzet brezhoneg/Un homme agressé après avoir parlé breton...

Un den a labour evit kumun Kemper a zo bet taget goude bout komzet brezhoneg ; an daou zen o doa er skoet a zo bet barnet evit an dra-se, hag evit un afer all ivez. Setu ar rentañ kont embannet ba' Ouest-France...
Un employé municipal de la ville de Quimper a été agressé pour avoir parlé breton ; les deux hommes qui l'ont agressé ont été jugés pour cela, et pour une autre affaire également. Voici le compte rendu paru dans Ouest-France...

http://www.ouest-france.fr/actu/actuLocale_--Deux-contre-...

Commentaires

Ma lakaer a gostez an istor e-unan, e merzer eo kalz finoc'h ar barner-mañ, pa ra anv eus ar brezhoneg, eget egile all en doa graet anv eus ur "baragouin" e lez-varn Roazhon...

Écrit par : Gleg | 24/08/2011

Pezh a zo droll memestra eo klevet ha gwelet tud a beb lec'h o klemm a-eneb enebourien ar brezhoneg, kement-se a reont e galleg flour. Int-i o unan a vije gwerzhet e yezh hon tadoù kozh. Evit a sell ouzh bezañ kaset da zutal pa gomzer brezhoneg e-kichen tud a ne gomprenont grik ebet... ma gwelet z'eus bet ar seurt meur a wech un tamm partoud, zoken e-touesk kerent skolioù diwan !

Écrit par : genohzerb | 25/08/2011

Hep ar c'hallegerien o tifenn ar brezhoneg, e vije nebeut a stourmerien evit ar brezhoneg meus aon, setu me ma-unan ne lopin ket warno.

Écrit par : Gleg | 25/08/2011

ac'hanta ! biskoazh kement - all !... ma mije me kroget e-barzh toud ar re a gaoz arabek er metro Toulouse pa ne gomprenan ket ar charabia-ze, ne vijen aman da gontan deoc'h ...;-)))

Écrit par : buzhug | 25/08/2011

... ar re a gaozE (infinitif kaoze-al), heum digarezit pa c'hoarian va zammig Yann Difazi. Mod all n'eus den a vir ar vretoned da zeskiñ ha pelloc'h da gaozeal -), e memes mod n'eus den a vir an arabed da gaozeal arabad, ar c'habiled d'ober gant an tamazigh, ar portugaled (giz ma lavar ar re goz du-mañ) da gaozeal brezhoneg... en va c'harter din-me e vez klevet portugaleg, arabeg, yezhoù afrikan a beb seurt, ha brezhoneg ivez... feiz, e Brest emaon o chom, 'ket e Kemper !

Écrit par : difaziafeiz | 26/08/2011

(da goazeal arabeg), digarez

Écrit par : difaziafeiz | 26/08/2011

arabad pe Arafat ? ;-)) mersi bras a-hend-all 'vit ar gentel , pegement 'h ay ganeoc'h ?

Écrit par : buzhug | 26/08/2011

ur penn kaol brein hag un drajen diwar ar bern !

Écrit par : difaziafeiz | 27/08/2011

Les commentaires sont fermés.