Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

27/04/2011

Yezhoù en arvar : labour 'zo !

atals125.jpgRenablet 'vez get an Unesco ar yezhoù en arvar : 2.500 a ziar ar 6.000 yezh komzet (ar dro) er bed a-bezh, a zo er stad-se. An Unesco 'deus embannet un Atlas nevez 'zo a-ziàr an dra-se. War ar skeul savet get pennoù bras an Unesco, al live 0 a vez roet d'ar yezhoù marv betek 5 d'ar yezhoù yac'h. Al live 2 a zo bet roet d'ar brezhoneg ha d'ar gallaoueg da lâret eo "yezhoù en arvar bras"... Ar galleg n'eo ket en arvar.

Gwir eo, ne vez ket mui klevet komz brezhoneg alies e straedoù an Hen Bont, An Alré, Gwened... Un nebeut blezadoù 'zo e veze klevet breton war ar marc'hadoù c'hoazh, met kazi echu eo bremañ. Eurus a-walc'h, desket 'vez brezhoneg get bugale e skolioù 'zo. Tud deuet a zesk brezhoneg get kevredigezhioù 'zo. Ar re-se a zle bout sikouret get ar re a faota dezhe e chomo bev hor yezh, evel ar rannvro, ar c'humunioù o deus sinet Karta Ya d'ar brezhoneg, hag all. Rak get ar skolioù hag ar c'hevredigezhioù e vez kelennet ha komzet brezhoneg bremañ hag amañ.

labourat124.jpgEmbann soñjoù an aotroù aotrou maer e galleg hag e brezhoneg ba' kelaouenn an ti-kêr, evel mavez graet get kumunioù 'vez : perak pas ? Met efedus eo evit lakaat an dud da gomz ? Ur yezh vev a zo, da gentañ, ur yezh komzet. Ha n'eo ket ag un dekorom breizhat hon eus ni, brezhonegerion, dober evit komz. Met bout sikouret da vat get tud paeet da labourat evit kelenn hor yezh, aoziñ abadennoù e brezhoneg, sevel emgavioù ha liammoù etre ar rummadoù a gomz brezhoneg, bugale, tud kozh, tud deuet. War dachenn ar brezhoneg, ur bern postoù labour a c'hellehe bout savet. N'eo ket al labour a vank. Ar youl, an argant, hag an efedusted, ne lâran ket.

CLM

* Travailler en breton : ar stummadurioù a zo diskouezhet war un trakt embannet get Kelenn, Roudour, Stumdi, Skol an emsav ha Deskiñ d'an oadourien), DAO - 0.820.20.23.20.
dao.bzh@gmail.com

Commentaires

"Deskiñ d'an oadourien" (= apprendre au adultes?)

Ha ne hellfe ked beza bed skrived kentoh: "Kelenn d'an dud en oad"?

Hag ive : labour 'zo DA OBER ?

Écrit par : froud | 27/04/2011

Da Froud:
ya evel just e vije bet moaien da lavarout 'mod-all, met KDO ne son ket ken brav ha DAO, ha pelloc'h: "dao" (pe dav = ret) eo ober un dra bennak...
Traoù d'ober ? ya evel just, lakaat ar parrezioù da sinañ "ya d'ar brezhoneg", met ivez an embregerezhioù, ar c'hevredigezhioù evit diskouez ez eus ur volontez evit derc'hel bev hor yezh.
A galon
Serj

Écrit par : Serj | 29/04/2011

Me gav din na zlefer ked ober gand ar verb "deski" evid "apprendre = enseigner", p'eo an dro-lavar ze saved diwar ar galleg ha pa'z euz evid se eur ger all reisoh: "kelenn".

Écrit par : froud | 30/04/2011

... hag evid pez a zell ouz "oadourien", n'euz ked euz ar ger- ze e brezoneg hag ouspenn-ze ne zinifi henez nentra e gwirionez...

Gwelloh e vije bed: Brezonneg En Oad (BEO)...

Écrit par : froud | 30/04/2011

Skriva "daV" ha "reT" a zo kement ha (peur)laha ar brezoneg...

Écrit par : froud | 30/04/2011

Dond a ra "dao" euz "da eo"... hag eun neantiz eo skriva "dav"...

"Red" ez euz anehañ diverajou "redi" ha "redia" ha c'hoaz stummou evel "red_eo" hag all... Dibenn, direiz, didalvez ha divalao eo skriva "ret" hag ouspenn ze, kontrol d'ar fonologiez...

Écrit par : froud | 30/04/2011

Mar deo ar brezoneg en arvar ez eo gand tud ar paourunvan...

Écrit par : froud | 30/04/2011

Salud deoc'h Froud
Simpl eo an traoù : ma n'oc'h ket a du get ar pezh a skrivan, na get ma doare da skrivañ, ne lennit ket Rezore. Hag e keñver DAO, añv ur gevredigezh eo ha ma peus traoù da lâr dezhe, o chomlec'h a zo embannet. Kenavo
CLM

Écrit par : Christian | 30/04/2011

Te eo mestr an ti.

Écrit par : froud | 30/04/2011

D'am sonj, vez laret "deskin" e breton Gwened atao evid lared "apprendre" ha " enseigner".

Écrit par : iffig | 02/05/2011

Bez e vefe ar galleg HAG AR BREZONEG ar yezou nemeto er bed oh ober gand ar memez ger evid "apprendre" hag "enseigner"?!

Écrit par : froud | 02/05/2011

"Gwell eo deskiñ mab bihan
Eget dastum madoù dezhañ."

Écrit par : mARSEL | 04/05/2011

"deski" e brezoneg a zo evid "apprendre" hag "éduquer/instruire" (un enfant) : "deski mab bian" / "desked mad" hag all c'hoaz... Med "enseigner" (une langue...) a zo "kelenn".

Écrit par : froud | 04/05/2011

Les commentaires sont fermés.