Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

27/04/2011

Naoned/Nantes : "Gare aux autocollants bretons d'immatriculation"...

Barzh ar rubrikenn : kalz a vern petra !
Dans la rubrique : n'importe quoi !

http://www.nantes.com/actualites/faits-divers/a-nantes-ga...

Yezhoù en arvar : labour 'zo !

atals125.jpgRenablet 'vez get an Unesco ar yezhoù en arvar : 2.500 a ziar ar 6.000 yezh komzet (ar dro) er bed a-bezh, a zo er stad-se. An Unesco 'deus embannet un Atlas nevez 'zo a-ziàr an dra-se. War ar skeul savet get pennoù bras an Unesco, al live 0 a vez roet d'ar yezhoù marv betek 5 d'ar yezhoù yac'h. Al live 2 a zo bet roet d'ar brezhoneg ha d'ar gallaoueg da lâret eo "yezhoù en arvar bras"... Ar galleg n'eo ket en arvar.

Gwir eo, ne vez ket mui klevet komz brezhoneg alies e straedoù an Hen Bont, An Alré, Gwened... Un nebeut blezadoù 'zo e veze klevet breton war ar marc'hadoù c'hoazh, met kazi echu eo bremañ. Eurus a-walc'h, desket 'vez brezhoneg get bugale e skolioù 'zo. Tud deuet a zesk brezhoneg get kevredigezhioù 'zo. Ar re-se a zle bout sikouret get ar re a faota dezhe e chomo bev hor yezh, evel ar rannvro, ar c'humunioù o deus sinet Karta Ya d'ar brezhoneg, hag all. Rak get ar skolioù hag ar c'hevredigezhioù e vez kelennet ha komzet brezhoneg bremañ hag amañ.

labourat124.jpgEmbann soñjoù an aotroù aotrou maer e galleg hag e brezhoneg ba' kelaouenn an ti-kêr, evel mavez graet get kumunioù 'vez : perak pas ? Met efedus eo evit lakaat an dud da gomz ? Ur yezh vev a zo, da gentañ, ur yezh komzet. Ha n'eo ket ag un dekorom breizhat hon eus ni, brezhonegerion, dober evit komz. Met bout sikouret da vat get tud paeet da labourat evit kelenn hor yezh, aoziñ abadennoù e brezhoneg, sevel emgavioù ha liammoù etre ar rummadoù a gomz brezhoneg, bugale, tud kozh, tud deuet. War dachenn ar brezhoneg, ur bern postoù labour a c'hellehe bout savet. N'eo ket al labour a vank. Ar youl, an argant, hag an efedusted, ne lâran ket.

CLM

* Travailler en breton : ar stummadurioù a zo diskouezhet war un trakt embannet get Kelenn, Roudour, Stumdi, Skol an emsav ha Deskiñ d'an oadourien), DAO - 0.820.20.23.20.
dao.bzh@gmail.com