Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

24/12/2010

Nedeleg laouen ! Joyeux Noël !

"Vendredi, à 20h, la messe de Noël qui se déroulera à l'église de Ploumagoar, sera dite en breton et radiodiffusée en direct sur les ondes de France Bleu Breizh Izel (fréquence 101.4). Elle sera célébrée par l'abbé Marcel Derrien et sera animée par la chorale paroissiale, accompagnée par des musiciens. La soirée verra aussi l'arrivée de la flamme qui vient de Bethléem, de relais en relais apportée par les scouts et en provenance de Nantes." Source/Mammenn : Le Télégramme.

http://sites.radiofrance.fr/chaines/france-bleu/?tag=breiz#

Commentaires

Nandeleg joéius de rah en dud, er ré vraz hag er ré vunud !

Écrit par : M | 24/12/2010

AR PELLGENT

Deuet da veza brasoh, seiz vloaz pe ouspenn, or-beze droad da vond ivez d’ar pellgent pe overenn hanternoz.
Beilladeg a veze a-raog. Eur bern mad a vouded a veze lakeet en oaled en-dro d’an daol. Lod a oa tig da hoari domino, ar re gosa dreist-oll. Ar re all a blije muioh dezo ar hartou. Ar re na ouient ket c’hoari a zelle.
Ni, ar ribitaill, a veze o c’hoari e lost an ti. Pa reem re a drouz e save karnaj warnon : « dabord e pakoh ma ne jomit ket peoh ! »
C’hoari a reem en em baka e lost an ti teñval, rag eno ne veze ket a houlou, ar pez ne zisplije ket deom. C’hoari koukoug a reem en eur vond da guzad a-dreñv an arrebeuri pe dindan ar gweleou-kloz. Eno a-vad, e veze aon o vond. Ar re hardisa nemetkén, a grede mond en toull du-ze, a-wechou leun a logod.
Daoulagad tan eur haz bennag a sponte ahanom. Kalz a veze war-dro an ti ha ne vezent ket atao doñv.
War-dro dég eur e veze askoan : silzig a veze fritet gand or mamm war ar billig losteg. Nag a hwez-vad neuze dre an ti a-béz ! Nag e lipem or mourrou pa veze lakeet deom eun tamm silzig war or plad, or bizied o servicha deom da fourchetez, al lipig o tivera diouto ! Evid echui e veze eur banne kafe pe eur banne te. Setu on askoan ! Ne rivine dén e-béd. Ha ni a veze eüruz.
A-wechou e veze lavaret deom : « Ma vez sklêr al loar ez eoh d’ar pellgent. »
Hag e sellem pell a-raog ouz an almanak da weled penaoz e vefe loar : war he hrésk, pe war he hann, pe war he diskar. Gand al loar war he hann, ezomm e-béd da gaoud letern evid mond d’ar pellgent.
Med pa ne veze ket a loar, pebez abadenn mond euz an Ogellou d’an iliz e-kreiz an noz du ! Eul letern a veze gand va zad a valee er penn a-raog. Med, a-raog loh euz ar gêr, va zad a garge a foenn restell ar hezeg : o askoan evid noz Nedeleg.
N’am-eus ket a zoñj e vije roet eun dra bennag d’ar zaout.
Etre an Ogellou hag ar bourk, an hent a oa fall-fall d’ar mare-ze, evel eun hent bet greet da vired ouz an dud da baseal. Leun e veze, e-pad ar goañv, a boullou dour, a vouillenn hag a bri, imposubl da dreuzi nemed en eur harr hag a yee el lagenn a-wechou, beteg e vendeliou. Ar hezeg avad, a dreuze êz, boazet ma oant da gerzed en dour hag el lagenn.
Hag an dud war o zroad ?
Mond a reent dre ar gwenojennou hag a riboule dre ar hleuziou pe a-dreuz ar parkeier. Pa ranked kemered an hent e veze lammet diwar eur mên war eun all ; ouz kostez ar hleuziou leun a lann hag a flemme deoh ho tremm pa 'z eed re dost dezo, dreist-oll e-kreiz an noz teñval, pa vezem o vond d’ar pellgent gand eul letern hepkén d’or sklêrijenna.
Erruet er bourk, e veze lezet al letern e ti ‘r Fave, skarzet eun tammig ar fank diouz or bouteier, ha goude, buan d’an iliz evid kaoud plas hag evid gweled Jean-Louis ar Hloher oh elumi ar gouleier. An dra-ze ‘oa, evid ar vugale, eun dra kuriuz kenañ da veza gwelet.
Ar re-mañ, gouleier-koar, a oa e-leiz anezo, kement ma ne hellem ket o honta !
Edont ouz solier an iliz, eur zolier steredennet evel an oabl glaz, war kurunennou braz, an eil a-zioh e-bén, med bihannoh-bihanna dre ma'h uhellaent. Mouchenn peb goulaouenn a oa stag an eil ouz e-bèn gand eul las gwenn koaret.
Jean-Louis, gand eur vaz en he bég eul “lost-raz” elumet, a lakee an tan e penn al las, ha kerkent, dre al las-se e rede an tan euz eur houlaouenn d’e-bén, hag en eun netra eh en em gave entanet an oll houlaouennou-koar dirag on daoulagad estlammet.
Klask a reem konta niver ar gouleier. Med kement a oa anezo ma chomem boud war on taol. Gouleier a-zioh or penn, med gouleier ivez dirazom, e-leiz, war an aoter. Skedi a reent beteg trella on daoulagad ha kas diouzom ar c'hoant kousked.
Leun e oa ivez an iliz vraz, n’eo ket hepkén gand an dud, med gand chwéz-vad kreñv gwez sapin Kraou Nedeleg, a garge eur heur a-béz, keur Intron Vari ar Rozera.
Ar gwez-sapin-ze, deuet euz Koad Kervengi, peder pe bemp anezo, a bigne beteg solier an iliz.
Dindanno edo kraou ar Mabig-Jezuz, en-dro dezañ prajou greet gand kinvi, meneziou, stêriou, ha deñved e-leiz gand o fastored, an êr dezo da zond diwarherr war-zu ar hraou santel. A-zioh ar hraou, eur steredenn lugernuz hag Élez o kana “Gloria in excelsis Deo” (Gloar da Zoue e barr an Neñvou).
Da hanternoz, goude kan eun ofis e latin, a-raog an overenn, e vo douget d’ar hraou, gand ar beleg, ar Mabig Jezuz ha lakeet en e gavell, etre Jozef ha Mari e vamm, a-dreñv dezañ, eun ejenn hag eun azen o c’hweza war e zaouarn.
O ! na pegen c’hwék, an daolenn-ze, d’or halon vugel ! Na pegen aliez, e-doug miz genver, ez aim d’he gweled, da lakaad or gwenneien e kéf an Élig ruz hag or zalude, beb gwech ma veze roet dezañ eur prof bennag.
Leun kouch eo an iliz. Ar han a ya en-dro. An overenn a gomañs. Ar “hyrie” hag ar “Gloria” a lak an iliz da dregerni. An dud fidel a anavez an oll doniou dindan eñvor. An overenn-bréd a dremeno evel-se buan-kenañ.
Ar hurust a hèj e glohig : ar gorreou. An oll a stou o fenn. War-lerh e kaner «Me ho salud, Korv va Zalver 'zo diskennet war an aoter. »
Ar gomunion da fin an overenn genta a bado pell amzer. E-keit-se, ar hantikou brezoneg, kantikou Nedeleg ha re all, a dregern. Eun toullad kanerézéd, en dribun, a gas ar han en-dro. Eun drugar eo o zelaou ha kana war o lerh an diskanou. Ar re-mañ 'oa ol lod rag gouzoud a reem anezo koulz lavared oll dindan eñvor. Hag e sachem warno, m'hel lavar deoh !
War-lerh an overenn-bréd e vo diou overenn all ha ne vo kanet enno nemed kantikou brezoneg. Setu eun diskan hag a zeue ganeom a-bouez-penn :
« Ni hoh ador, Mabig Jezuz,
Mabig dous ha karantezuz,
Doue meurbéd madelezuz.»
Distro d'ar gêr, ez eem d'or gwele war-eün heb ober re a drouz gand aon da zihuna ar re a oa kousket. Div eur pe ziv eur hanter e veze a-benn neuze. Berr e vo or housk. Hir a-walh, koulskoude, evid ober huñvreou kaer, e-keit ha ma sklake atao en oaled eteo Nedeleg : huñvreou leun a houleier, a Élez hag a gan.
Evel-se e tremene or buhez merket gand goueliou braz an Iliz : Nedeleg, Pask, ar Pantekost, Goueliou ar Zakramant, gouel an Oll-Zent...
Va zud ne oant ket pinvidig. Beva 'reent diwar nebeud a dra, a-forz da labourad ha da espern. Med ni en em gave eüruz daoust ma veze tano an amann war or bara. An disterra tra a ree plijadur deom. An disterra c'hoarieIl a veze a-walh d'or hontanti. Daou wennegad bonboniou da zul on lakee laouen. Ne houlennem ket muioh. An oll vugale en-dro deom a oa evel-se.
Or Mabig-Jezuz sukr da Nedeleg a ree deom kemend a lorh hag ar bern
c'hoariellou kér a roer hirio da vugale vihan on nized ha nizezed, hag a vez skuiz a-benn fin an devez kenta gand kemend-all a draou dirazo. Prestig emaint taolet en eur hougn, hag e kaver anezo o c'hoari gand petra ? gand kapsulennou boutaillou kavet ganto war an daol, da fin ar préd.
Ni a ouie hag a gomprene talvoudègèz an arhant a houneze or herent gand kalz a boan. Ar vugale a-vremañ ne gornprenont ket : re a arhant etre o daouarn.
Ni a ouie hag a gomprene talvoudègèz eun tamm bara. E daoler kuit a vije eur pehed evidom, ha ma tigoueze ganeom hén ober, e taolem anezañ dreist or penn, a-dreñv d'or hein, goude ober sin ar groaz. Desket e oa bet deom kaoud doujañs ouz ar bara evel ouz eun dra zakr.
Bugale an amzer a vremañ n'ouzont mui petra ‘goust, e poan hag en arhant, gounid eun tamm bara. Setu perag e kaver bara o ruill, hirio, e foz an hent, torziou a-béz taolet d'ar blotou, ha kaset gand karr an dideiler da vaga al logod hag ar razed, en eun toull mengleuz bennag war ar mêz.

(Visant Seite -"Marh Reiz")

Écrit par : Froud | 24/12/2010

Les commentaires sont fermés.