26/11/2010
Sonerezh/Musique : N'eo ket aet ar maout get Dom...
Dom Duff a zo bet dibabet evit kemer pezh en "Eurovision" ar yezhoù minorelezaet a zo bet kinniget ar bloaz mañ en Oriant, d'ar sadon 27 a viz mañ. Siwazh, n'eo ket aet ar maout get Dom, met get ur strollad ag an inizi Feroe :
http://www.liet.nl/fr/internationaal/
"Ur ger evit lâret ar blijadur 'meus e selaoù pladenn nevez Dom Duff : Roc'h. Startijenn a zo getan. Kazimant razh ar sonennoù a blij din kalz (Kan an awen, Roc'h, Telemakaezh, Teuz ar re dianket, Avel dit...). Dispar eo ar sonenn ziwezhañ, Yec'hed mat. Honnezh a zelehe bout skignet alies war ar radioioù kement a "vegon" (distagiñ "beudjon", startijenn e Bro Gwened) a zo geti.
"Brezhoneg 'raok", ("hep brezhoneg, Breizh ebet"), sonenn skrivet ha kanet get Alan Stivell a zo bet enrollet en dro get Dom Duff, met gwelloc'h e kavan doare Stivell (muioc'h a vegon !).
Barzh e sonennoù dezhan Dom Duff a oui diskouez e santimoù, ar garantez, ar gounnar, pegen bammet eo dirak bravitez an natur... Diskouez a ra ivez e sonjoù ivez, evel barzh "Kimiad Hawaï" : "Hola, aneval, n'omp ket chatal !" emezan d'ar "roue a ouar brezelliñ un tamm e pep lec'h dre ar bed". "Skuizh on" eme Dom ivez, met ar sonenn-se n'eo ket ma muian karet... Istor Breizh, hag e vro dezhan, Bro Bagan, a gaver ivez b'ar sonenn "Neveshiant Johnnie", a ziar ar Johnniged a yae da werzhiñ onion e Bro Saoz. Hag ur sonenn all a zo kaer ivez : Laouen. "Me garfe me bezan laouen 'vel ur marc'h war ar plouz"... Sonerezh ha pozioù brav.
Sonerion ampart a zo bet tolpet get Dom Duff evit sevel ar bladenn-se, ha klevet 'vez.
Laouen on e selaoù ar bladenn Roc'h hag a c'hell plijout d'ar vrezhonegerion, met ivez d'ar re ne ouiont ket brezhoneg.
Ul lec'hienn internet a zo e lec'h ma vez displeget an traoù e brezhoneg pe e galleg".
http://www.domduff.com/discographie.html
Roc'h, Dom Duff, diffusion Coop Breizh.
10:41 Publié dans Arzoù/Arts, Brezhoneg/Langue bretonne | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.