Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

26/07/2010

"Homme libre..."

houat036.jpgUn draezhenn vras a-dal d'ar Gerveur, da du kreisteiz enez Houad : Treh ar Salus. Ur c'hilometr a sabl astennet dirak an tevennoù, ha dalc'het gete. Ul lec'h kaer spontus. Ur bam. An noz a zo e tonet met an heol n'eo ket kuzhet c'hoazh. Eizh eur ? Nav eur ? Dek eur ? N'ouion ket, montr ebet genin. Avel 'zo, kreñv awalc'h, hag un nebeut kogus. Me 'zo e vale, sioul, war droad, tro dro enez Houad. N'eus kazimant den ebet e Treh ar Salus. Nemedon hag un den all. Ur gwaz, ur gasketenn ruz war e benn; gwisket mod ur pesketaer. Emañ war e sav evel ur peul plantet dirak ar mor, difiñv, e sellet dirazan. E zaoudroad noazh flouret get ar mor...

" Sell'ta, a sonjan-me, n'on ket ma unan a vout bamet get al lec'h-se, get an dremwell, get an oabl, ar mor, ar gwagennoù, get sonerezh ar mor, an avel hag al laboused..." "Homme libre, toujours tu chériras la mer", eme Charles Baudelaire.

300 den a zo e chom e enez Houad, d'ar gouiañv, met kalz muioc'h a dud a zo e-pad an hañv : tud ec'h ober kamping, tud deuet get bagoù dre lien (war dro kant a zo kostez Treh ar Goured, war du reter an enez)... Met emen emaint bremañ ? E tebriñ ? E evet ur banne er vourc'h ? E sellet doc'h ar skinwell ?

Eh on e tostaad d'ar mor ha d'ar gwaz e gasketenn ruz war e benn. Un dra drol a zo memestra : e vrec'h d'an tu dehoù a zo savet hag e zaouarn dehoù lakaet war e skouarn... Emañ e pellgomz !
"Homme libre, toujours tu chériras la mer... Et le téléphone portable".

CLM

Kartenn tennet ag ar gelaouenn Melvan.

Les commentaires sont fermés.