Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

17/07/2010

Levr/Livre : 100 mots en breton

vacances027.jpgSetu levrioù bihan, speredek awalc'h evit ar re a faota dezhe deskiñ brezhoneg : ar rummad "100 mots en breton" embannet get Emgleo Breiz. Bez 'zo bet dija "100 mots en breton" ha "100 mots en breton pour faire des courses". Hag ar frasennoù embannet barzh al levrioù-se a c'hell bout selaouet war internet :

http://www.emgleobreiz.com/index.php?rubrique=audio

Met n'eo ket bet lakaet war internet c'hoazh frasennoù an hini diwezhan : "100 mots en breton pour vos vacances", nevet embannet. Dont a ri, moarvat...

Daou dra drol a zo memestra barzh al levr nevez : "Roazon eo kerbenn Breiz" (Breizh hep "h" evel ma vez skrivet gete). D'am sonj gwelloc'h vehe bet skrivañ: "Roazon eo kerbenn Breizh melestradurel", pe "Breiz pevar departamant"... Pe c'hoazh "Roazhon a zo kerbenn Breizh melestradurel..." Meur a feson a zo da sevel frasennoù a lâr ar memes tra e brezhoneg met e keñver an istor Naoned a c'hell bout gwelet evel "kerbenn" Breizh (ma z'eus d'ober ag ur "gerbenn")...
Ur frasenn all : ""Ur c'hours velo 'vez e miz Eost er vro ?"... "Ur redadeg marc'h houarn" ne vehe ket bet falloc'h, "redadeg" a zo aes da gompreiñ evit "course". Bon, setu tout ar pezh m'eus da rebechiñ d'al levrig bourrapl mañ. Pemp euro an tamm, n'eo ket ker evit deskiñ un nebeut brez(h)oneg.

Christian Le Meut