17/07/2010
Levr/Livre : 100 mots en breton
Setu levrioù bihan, speredek awalc'h evit ar re a faota dezhe deskiñ brezhoneg : ar rummad "100 mots en breton" embannet get Emgleo Breiz. Bez 'zo bet dija "100 mots en breton" ha "100 mots en breton pour faire des courses". Hag ar frasennoù embannet barzh al levrioù-se a c'hell bout selaouet war internet :
http://www.emgleobreiz.com/index.php?rubrique=audio
Met n'eo ket bet lakaet war internet c'hoazh frasennoù an hini diwezhan : "100 mots en breton pour vos vacances", nevet embannet. Dont a ri, moarvat...
Daou dra drol a zo memestra barzh al levr nevez : "Roazon eo kerbenn Breiz" (Breizh hep "h" evel ma vez skrivet gete). D'am sonj gwelloc'h vehe bet skrivañ: "Roazon eo kerbenn Breizh melestradurel", pe "Breiz pevar departamant"... Pe c'hoazh "Roazhon a zo kerbenn Breizh melestradurel..." Meur a feson a zo da sevel frasennoù a lâr ar memes tra e brezhoneg met e keñver an istor Naoned a c'hell bout gwelet evel "kerbenn" Breizh (ma z'eus d'ober ag ur "gerbenn")...
Ur frasenn all : ""Ur c'hours velo 'vez e miz Eost er vro ?"... "Ur redadeg marc'h houarn" ne vehe ket bet falloc'h, "redadeg" a zo aes da gompreiñ evit "course". Bon, setu tout ar pezh m'eus da rebechiñ d'al levrig bourrapl mañ. Pemp euro an tamm, n'eo ket ker evit deskiñ un nebeut brez(h)oneg.
Christian Le Meut
22:46 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (7)
Commentaires
gwellet pe gwelet?? estreget leor EB a zo da wellaat toare -(
Écrit par : oggie | 30/06/2010
Salud deoc'h "oggie"
Setu : difariet eo bet. Trugarez deoc'h.
Ur bochad traoù a c'hellehe bout "gwellaet" evel evezhiadennoù a zo a c'hellehe krogiñ get "demat" hag echuiñ get "kenavo", pe c'hoazh bout sinet get anvioù gwir an dud.
Met bon, marteze e c'houlennan re.
Joa deoc'h
CLM
Écrit par : Christian | 30/06/2010
Salud deoc'h,
"Kours velo" n'eo ket fall. Boñ, "redadeg velo" zo matoc'h marse, met ne ouiañ ket ma lâret eo "marc'h houarn" get ur bochad tud. Petra soñjit-c'hwi ?
Écrit par : Maheù | 01/07/2010
Salud Maheu :
"kourz" (pe koulz) a dalv kentoc'h "époque, moment", evidon-me... Met moian a zo da implij ivez "kours" evit "redadeg", pe "velo" evit "marc'houarn". Get ar re gozh, "velo" ha "kours" a vo komprenet, marteze, muioc'h evit "marc'houarn" ha "redadeg" hag a zo gerioù nevew awalc'h; met dre skrid, e kavan gwelloc'h implij "marc'houarn" ha "redadeg".
Joa
CLM
Écrit par : Christian | 01/07/2010
Mersi deoc'h. Pe trugarez ;)
Evidon-me "un vélo" zo "ur velo", met brav eo ar ger "marc'houarn", gwir eo.
Joa deoc'h.
Écrit par : Maheù | 01/07/2010
Demat deoc'h,
Ma, ma ali n'eo ken nemet an ra-se, met bepred em eus klevet an daou c'her em familh : marc'h-houarn (mirc'hi-houarn el liester) ha belo (ur velo neuze gant ar c'hemmadur). Ober a reomp stank ganto, pa vefe dre gomz pe gant hon divhar :)
"Kours" a gavan kalz droloc'h e gwirionez. "Coureurs" a vefe "kourserien" neuze?
Un draig a gavan graet fall el levrigoù-mañ (3 zo bet, holl gant an dra iskis mañ) : n'eus doare ebet da furchal enno. Ret eo deoc'h kaout chañs evit kavout dres ar pezh emaoc'h o klask. N'eus urzh, na rann ebet...
Ar pezh n'eo ket ar pep aesañ evit tud zo o teskiñ dreist-holl.
Ha mod all, afer "kêrbenn" "Breizh" n'eo ket souezhus eus perzh an embanner ;)
Écrit par : milio | 23/07/2010
ah, *daou ger* ha n'eo ket "daou c'her" evel-just ;)
Écrit par : milio | 23/07/2010
Les commentaires sont fermés.