04/06/2010
"Enseignement du breton. Dépasser les blocages"
Emañ ar c'hazetenner ha klasker Fañch Broudic e krogiñ get ur studiadenn nevez : stad ar c'helenn brezhoneg hiriv an deiz. Ur blog en deus savet evit goulenn o sonj get an dud, e galleg pe e brezhoneg. Setu al liamm :
Fañch Broudic, journaliste et chercheur, entame une nouvelle recherche sur l'état de l'enseignement du breton actuellement. Il a créé un blog pour demander leur avis au gens qui en ont un, en français ou en breton. Le lien :
http://studi.canalblog.com/archives/2010/05/28/18030822.h...
Fañch Broudic en deus displeget palioù e labour d'an Télégramme/Fañch Broudic a expliqué les objectifs de sa mission au Télégramme :
http://www.letelegramme.com/ig/generales/regions/finister...
09:33 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Deskadurezh/Education, Mediaioù/média/skinwel/Télévision | Lien permanent | Commentaires (4)
Commentaires
Ur farsadenn eo ar goulenn-se deus perzh ar Rektordi hag ar Rannvro.
Goût a ra a-walc'h an holl petra vank evit kas an trao war-raok. Youl vat deus perzh pennoù bras ar Stad an hini eo.
Ar pennoù-bras-se n'o defe nemet selaou UGB, ar sindikadoù pe an dud a-icher a vez er bodad a sell ar Brezhoneg er Rektordi.
Souezhet on o welet e c'houlenn tud ar Rannvro studiadennoù digant F. Broudig, pa 'z eo arc'hantaet Ofis ar Brezhoneg ganto evit ober seurt studiadennoù. Itrikoù a vefe ?
Écrit par : P. Béchard | 06/06/2010
Salud deoc'h
Perak e vehe ur "farsadenn" goulenn get Fanch Broudic studian stad ar c'helenn brezhoneg e Breizh ?C'hwi peus ur reskont, marteze eh eus reskontoù all ivez... Ha perak n'hellehe ket ar rannvro goulenn get F. Broudic gober al labour-se ? Un den sirius eo.
Kenavo
CLM
Écrit par : Christian | 07/06/2010
Tu zo memes tra da gavout drol an afer-se.
Ar Rektoriezh o c'houlenn petra zo a-dreuz er c'helenn brezhoneg? Gast! Aozañ diskar ar c'helenn brezhoneg a ra ar Rektoriezh! N'eus ken nemet selaou komzoù ar gelennerien hag ar familhoù (er skolioù publik tra ken!).
Fentus e kavan ivez klevet kaoz eus an afer-se, pa tifoup istor C.Boutin er mare-mañ er c'heleier.
N'eus bet tamm kelaouiñ/displegadenn ebet eus perzh ar Rektoriezh pe ar Rannvro war an afer-se.
War e leve emañ F.Broudic (soñj ket din en defe da glemm), evel an itron Boutin, ha gopret e vo ouzhpenn-se (?) evit kas war-raok ur studiadenn a c'heller soñjal gant gwir abeg na zegaso ket kalz a draoù ouzhpenn, war-bouez pegañ anv F.Btoudic war traoù zo bet klevet mil gwech dija.
Droet zo da gavout se drol, a gav din.
Drol e c'hell bezañ ivez pa anavezer un tamm ar paotr.
N'eo ket troet Broudic war ar bedagogiezh pe ar c'helenn (divizet gantañ chom hep treuzkas d'e vugale ar yezh a servije dezhañ da c'hounit e damm bara, en ur mod pe unan all, er gêr pe er skol - marteze e c'hellfe kas eñ war-raok ur studiadenn diwar-benn an dud o deus kemeret seurt diviz?).
Gwech ebet n'en deus diskouezet bezañ gwall domm ouzh al labour graet war dachenn ar c'helenn brezhoneg. Ah ya, gwir eo e rank ar gelaouennerien bezañ e-maez ar jeu evit gellet komz diwar-benn an traoù-se en un daore seder ha reizh.
N'eus ket da vezañ souezhet koulskoude e vefe goulennet seurt labour digantañ gant servijoù ar Stad.
Doujañ mat d'an urzhioù a rae pa oa e France 3 (gwech ebet n'eo bet klevet o klemm pa veze krennet padelezh an abadennoù brezhoneg, pe skignet da eurioù droch pe nullet krenn-ha-krak pa oa abadennoù sport pe me oar me, ha n'en deus diskouezet gwech ebet bezañ gwall nec'het gant sellerien Bro-Naoned...).
Gouzout a oar mat ar Rektoriezh hag ar Rannvro ne vint ket lakaet diaes.
Ober a ra ivez gant an doare skrivañ anavezet en un doare ofisiel gant ar Stad c'hall, ha na vez implijet gant skol ebet pe dost.
Embannet e oa bet ivez gant F.Broudic ul levr savet gant Y.B.Thomin, karget eus ar politikerezh yezh er Rannvro betek-henn.
Laouen e vefe an daou-mañ ma ne vije graet anv eus brezhoneg nemet e Penn-ar-Bed, ha c'hoazh, Bro-Leon a vefe trawalc'h dija...
...Ma...
Anzav a ran em bije kavet yac'hoc'h, ha dedennusoc'h, e vije goulennet kas seurt enklask war-raok digant un den a ouife petra eo ar c'helenn divyezhek da gentañ (e forzh peseurt yezh e vefe), ha na vefe ket eus ar vro da eil.
Ha keit hag ober, goprañ un den na vefe ket war e leve.
Daoust da bep tra ez eo F.Broudic un den fin, speredek-kenañ, sirius, ha graet e vo mat al labour gantañ, a dra sur.
Daoust hag-eñ e tigaso kement-se kalz a dra?
Gwelet e vo.
Écrit par : Milio | 11/06/2010
Pe e vije F. Broudig pe unan all, ne vern ket kalz din. Kavout a ran souezhus ez afe tud deus ar Rannvro da c'houlenn gant un den bennak kas un enklask da benn ha pa roont arc'hant er memes koulz d'un aozadur evit kas enklaskoù da benn (Ofis ar Brezhoneg). Ouzhpenn da se e vo tud karget deus kas ar c'helenn war-raok en Ofis a-benn nebeud.
Kavout a ran souezhus ez afe tud deus ar Rektordi da c'houlenn gant un den bennak kas un enklask da benn ha pa vez graet kinnigoù gant UGB, sindikadoù, politikerien ha me 'oar piv c'hoazh abaoe pell zo. Gant UGB ez eus bet kaset da benn ur studiadenn damheñvel n'eus ket pell zo ouzhpenn da se. Da betra adkregiñ ganti 'ta ?
Sklaeroc'h eo evel-se ?
Écrit par : P. Béchard | 14/06/2010
Les commentaires sont fermés.