14/04/2010
Lise Diwan : aet eo ar maout getan ! Lycée Diwan : champion de Bretagne pour le bac
Disoc'hoù ar bak 2009 evit al liseoù e Bro C'hall a bezh a a zo embannet hiriv er c'hazetennoù, ha piv eo ar gwellañ lise e Breizh ? Al lise Diwan, e Karaez, e lec'h ma vez kelennet razh an danvezioù e brezhoneg, hag e lec'h ma vez desket div yezh get al liseidi abaoe ar skol vamm... Al lise Diwan Karaez a zo en eil renk evit Bro C'Hall a-bezh !
Les résultats du bac 2009 par lycée sont publiés aujourd'hui dans les journaux, et qui est le meilleur lycée de Bretagne ? Le lycée Diwan de Carhaix, où les matières sont enseignées en breton, et où les élèves pratiquent deux langues (breton-français), depuis la maternelle. Le lycée Diwan arrive au second rang pour... la France entière !
http://www.lefigaro.fr/palmares-lycees/academie-rennes/fi...
23:03 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Deskadurezh/Education | Lien permanent | Commentaires (10)
Commentaires
ha kement-se diwar-goust pet a skolajidi pe a liseidi hag a vez skarzhet pe henchet etrezek an diavaezh eus an ensavadur diwan peogwir int re vresk pe re izel o live evit mont d'ar bacho ? aes eo paboriñ...
Écrit par : greg | 15/04/2010
Salud deoc'h
Paboriñ ? Den ebet a ra. N'on ket me ba' Diwan; disoc'hoù al lise Diwan a zo mat tre, an dra se a c'hell bout lâret, memestra. En eil renk evit Bro C'Hall a bezh, n'eo ket netra. Ha bugale 'zo vehe skarzhet dre ma vehe re isel o live ? Ar wezh kentan eo din lenn traoù sort-se...
Joa
CLM
Écrit par : Christian | 15/04/2010
tennañ an dienn diouz al laezh kerkent hag ar skol vamm a vez greet, e mod-se e c'hell diwan mont endro evel ur skol prevez. Pell emaer eus ar garta a venn degemeret toud, brao ar c'homzoù avat.
trist eo, ar wirionez eo, met chit chit chit...
Écrit par : greg | 15/04/2010
Peseurt gwirionez a vez kontet gant Greg aze ?
Ma mab a'z aio el Lise Diwan ar bloavezh skol o tont hag heuliet en deus an hentenn Diwan abaoe ar skol-vamm:
pezh 'm eus gwelet n'eo ket "bugale skarzhet kuit gant Diwan" met kentoc'h ar gerent a denne o bugel evit abegoù pe abegoù (an dilojañ, dispartioù ha me oar me).
Ma teu brav an disoc'h gant Diwan eo kentoc'h d'am soñj :
1) abalamour d'ar pedagogiezh ha trugarez d'an holl gelennerien o deus strivet evit-se
2) dre ma vez heuliet muioc'h gant ar gerent a zo ret dezho lakaat skol o bugale da vont en-dro mod pe vod...
Setu pezh eo ma gwirionez din-me.
A galon
Écrit par : Serj an Huede | 15/04/2010
Pa weler pegen tamalet eo ar skolioù Diwan get meur a brezhonegour e heller bout koutan ag an disohieù man.
Écrit par : iffig | 15/04/2010
digoriñ an daoulagad war sperejoù striz ar sistem diwan ne rafe ked a zroug da zen, lod a zo kontend gand chifroù hebken, lod all a sell donoc'h memes tra, er pez a c'hoarvez e gwir er skoliou, brao eo ar sell war ar prenestr kea... ma, ur c'holl amzer n'eo ken klask kojeal gant militanted mildallet fors penaos, kenavo
Écrit par : greg | 15/04/2010
Greg : pep hini a c'hell lâr e sonj war Rezore, hag ar re n'int ket a-du geneoc'h ivez. N'oc'h ket kountant get ar pezh a vez graet get Diwan? Ho sonj eo. Ne wellomp ket an traoù eveldoc'h, ha n'omp ket dalloc'h, na strizoc'h evidoc'h. Mod-se emañ.
Kenavo
CLM
Écrit par : Christian | 15/04/2010
Skrivet eo bet gant Rezore:
: Al lise Diwan Karaez a zo en eil renk evit Bro C'Hall a-bezh !
Demat deoc'h
Ne gomprenan ket mat ar pezh-se. Mat-tre eo al lise Diwan sur a-walc'h, met penaos 'ta e c'hallfe bezañ en eil renk? Donet a-benn an holl skolidi (100%) gant an arnodenn en ur bern liseoù e bro-c'hall, neketa?
Écrit par : dominiko | 17/04/2010
Dominiko : ya, tost 100% ag ar liseidi o deus bet o bak, an dra-se eo.
Klikit war al liamm ha c'hwi 'wello.
Joa
CLM
Écrit par : Christian | 18/04/2010
Ur respont evit Dominiko da gentañ.
Talvoudegezh ar renkamant a zo just a-walc'h ne vez ket graet hervez disoc'hoù ar BAK hepken, met ivez hervez barregezh al lise da gas al liseidi betek penn, hag en ur kemer kont eus o endro sokial...
Displeget eo gant ar gazetenn an doare en deus bet da labourat, ha talvoudegezh an disoc'hoù amañ :
http://www.lefigaro.fr/actualite-france/2010/04/13/01016-20100413ARTFIG00472-palmares-des-lycees-2010-la-methodologie-du-figaro-.php
Tro Greg eo bremañ.
N'eo ket me a lako gaou war ar pezh a lavar, met disoc'h an enklask-se a raio avat. Ne vez ket priziet an disoc'h hepken, met barregezh ar skol da gas an dud davet an disoc'hoù. Sellit mat ar renkamant, n'eus lise brudet bras ebet (tout ar re "élitiste"), peogwir e vez graet an dibab eus al liseidi ganto. Dre-se ez vez diskouezet splann barregezh al Lise Diwan da gas al labour a vez goulennet gantañ, hag en un doare reizh.
Ouzhpennañ a rafen un draig all, n'eo bet priziet nemet an disoc'hoù, ha me gav din e vez degaset kalzig traoù all gant al Lise Diwan d'al liseidi (emrenerezh, digeriñ ar spered, gouzout kaozeal, eskemm ha selaou...) ha ne vezont ket graet ken mat e lec'h all (pe ket er memes mod) d'am soñj.
Dipitus-tre eo ho emzalc'h a gavan. N'eus bet den oc'h enebiñ ouzoc'h ha c'hwi da vont kuit en un doare trumm o rebech d'an dud bezañ strizh o spered. Dedennet-tre e vefen bet er c'hontrol gant un eskemm hag a zisplegfe mennozh pep hini. Prest e oa an dud evit kozh. Na pegen frouezhus en defe gellet bezañ.
Ken ar c 'hentañ
Écrit par : Francis | 22/04/2010
Les commentaires sont fermés.