31/03/2010
Priz Lennegel Sten Kidna-Le Bono au long cours : roet da Herve Gouedard
"Ar priz lennegel Sten-Kidna-Le Bono au long cours a zo bet roet e 2010 d'ul levr danevelloù embannet a nevez : c'hwec'h levr embannet e 2008-2009 a oa bet lakaet war ar renk. Da Herve Gouedard eo bet roet ar priz 2010 evit e levr danevelloù "Liñvadenn Kastellaodren" embannet get Al Liamm e 2009. 14 danevell dastumet e 400 pajenn.
Ar priz Sten Kidna-Le Bono au long cours a zo bet roet evit an eil gwezh. Ar priz-se a oa bet krouet e 2008 get kumun ar Bono evit brudiñ levrioù faltazi embannet a-nevez e brezhoneg (ur priz all a oa bet savet e galleg get ar gumun : priz Bernard Moitessier). War goulenn kumun ar Bono, ar juri a zo bet savet get ar gevredigezh Kerlenn Sten Kidna : nav den ar bloaz-mañ, a vro-An Alré (An Alré, An Drinded, Ar Bono, Krac'h, Brec'h, Lokoal-Mendon, Ploeren). Ar juri a oa bet tolpet disadorn paseet en Alré. Diaes eo bet dibab ul levr e mesk ar c'hwec'h levr a-galite a oa war ar renk.
Get kumun ar Bono emañ bet roet 700 euro d'ar Herve Gouedard, get Jean Lutrot, an eil maer, dimeurzh da noz e-pad an abadenn Webnoz a oa skignet ar eeun ag Ar Bono (hag a c'hello bout gwelet a-benn un nebeut deizioù war al lec'hienn Brezhoweb). Ar pezh a vez graet get kumun ar Bono a zo dreistordinal : n'eus ket kalz a brizioù lennegel evit al levrioù e brezhoneg.
Skrivagnerion all war ar renk a zo deuet ivez : David ar Gall (Hent Arkadius), Henri Dorsel (Mervel ul lunvezh), ha Hervé Lossec (Buhez ha fent). Daou skrivagner all, Yann Gerven '"Cheeseburguer ha yod silet") ha Per Denez ("Kenavo ar wezh all"), a oa bet digarezeet. Mich Beyer a zo bet pedet ivez, priziet ar bloaz paseet evit "Etrezek un enez" hag ur romant a zo bet embannet a-nevez geti : "Kan ar mein".
Krennarded a skolaj Diwan Gwened a oa bet pedet da ziskouezh levrioù bet lennet gete. Un embanner a zo bet kouviet ivez : Fañch Broudig, hag en deus kaset levrioù nevez embannet get an ti embann Emgleo Breiz.
Bugale skol divyezhek Pont Douar-Brec'h a zo deuet da ganal ha daou soner a Vro-Gwened ivez : Loeiz ar Bras ha Patrig Drean. Lena Louarn, eil brezidantez ar rannvro evit yezhoù Breizh, 'deus displeget he sonjoù evit an amzer da zont ha penaos derc'hel ha yac'h ha bev yezhoù ar vro, ar brezhoneg hag ar gallaoueg.
Ar priz lennegel Sten-Kidna-Le Bono au long cours a vo roet en dro e 2011, d'ur romant nevez embannet, evel e 2009."
Kemenadenn : Kerlenn Sten Kidna
09:47 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD, Web | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.