Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/06/2010

Levr/livre : Lavaroù kozh a Vreizh Izel

lavarou420.jpgMaltouter a vicher, Léopold-François Sauvé (ganet e 1837) 'doa dastumet hag embannet (e 1878) "lavaroù" bet klevet getan e Breizh. Al lodenn gentañ (Furnez ar gêr) a zo bet embannet e miz Du 2009 get Emgleo Breiz, hag un eil a vo embannet a-benn nebeut (Furnez al labourer). Ur sonj vat eo rak al lavaroù-se a zo c'hoazh gwir hiriv an deiz. Setu da heul un nebeut lavaroù kozh lennet genin barzh al levr-se ha skrivet doare Emgleo Breiz:

"Didalvez eo ha koll amzer
Deski ar mad heb hen ober"

"Gwelloh eo beza kiger eged beza leue"

"Sellit ouz ho potou
Hag e welot toull ho loerou"

"N'eo ket red taol mein war-lerh kement ki a harz"

"N'eus ket pesk hep e zrein"

"Brud fall a ya beteg ar mor

Brud vad a jom e toull an nor"

"Ar wirionez a zo diêz da gleved
Dreist pep tra d'an hini n'he kar ket"

"Neb a zo laouen get bara seh
A gav beuri e pep leh"

"An hini a zebr stripou
A zebr kaoh a wechou"

"Ar madou braz, an enoriou
Euz a zent a ra diaoulou"

"Al laeron vihan a vez krouget
Hag ar re vraz ne vezont ket"

Un nebeut lavaroù a zo "macho" ur sort :
"Ar homzou a zo merhed
Hag ar skridou a zo gwazed"

"Ar ralla tra a ya en hent
A zo eur penn-moch heb rohal
Eur hi hep trotal
Diou vaouez hep kaozeal".

E galleg/En français : "Lavaroù koz a Vreiz-Izel" (Editions Emgleo Breiz).est le premier tome d'une réédition de proverbes et expressions en langue bretonne collectés par le douanier Léopold-François Sauvé, au XIXe siècle. Ils expriment une sagesse populaire qui reste pertinente aujourd'hui, si ce n'est les dictons un peu misogynes. Cette édition est uniquement en breton. L'édition d'origine, en 1878, était bilingue sous le titre "Proverbes et dictons de la Basse-Bretagne".

Lavaroù koz a Vreiz-Izel, 1-Furnez ar gêr, Léopold François sauvé, Emgleo Breiz, 9,9 €, 115 bajenn.

Christian Le Meut

 

 

Commentaires

Evit 9,9 euro nebeutoc'h ez eus al levr-se amañ : http://www.archive.org/stream/proverbesetdict00sauvgoog

Écrit par : Leoçois Franpol | 15/03/2010

Les commentaires sont fermés.