23/07/2010
Levr : Liñvadenn Kastellaodren
Ul levr tev eo Liñvadenn Kastellaodren, bet roet dezhan priz lennegel Sten-Kidna/Le Bono au long cours 2010 : 400 pajenn, 14 danevell. Ha n'eo ket an danevelloù hirran ar re blijusan. Barzh "An distro", un den kozh, intañv, hag a zo e chom ec'h unan, a zistro d'ar gêr goude bout paseet ur miziad en ospital; ha plijus eo bet ar miziad-se : maget eo bet, tud a oa evit komz gete, bourrapl al lec'h. An diaesan eo distreiñ d'ar gêr : n'eus den ebet e c'hortoz anezhan du-hont... An danevell all, "Alzheimer ur sulvezh", a zo fromus ivez ha tost tre da vuhez pemdeziek tud tapet get ar c'hleñved-se.
"Ur muntr eo Kemper" a ziskouezh bourc'hizion prefeti Penn ar bed e kreiz an naontekved kantved. Un den kozh ha pitaod a zo bet lazhet e kreiz an noz. Ur barner, dimezeet get merc'h an den lazhet, a gas an enklask. Un danevell doare Balzac eo, treset brav. Istorioù karantez all e kaver barzh danevelloù H. Gouedard met istorioù karantez a echu fall, d'un doare spontus d'ar peurliesan. Un istor a zo fentus, alkent, e fin al levr : "Dornskridoù ar paourkaezh treul", get darempredoù boutin etre an dud : karantez, gwarizi...
An danevelloù o deus plijet din ar muian a zo ar re e lec'h m'en d'eus Hervé Gouedard lakaet tud gwir ha pas spurmantoù (evel ma z'eus barzh "Penn ar chouan", "Al lec'h ne zistroer ket anezhan" pe "Stille Nacht..."). Ar skrivagner a ouia tresañ istorioù kriz, get un ambians pounner awalc'h. Betek re a wezhoù : al lenner a faota dezhan mont kuit d'ur bed all, e lec'h ma c'heller c'hoarzhiñ. Un nebeut muioc'h a fent a vehe bet bourraploc'h. Hag Hervé Gouedard a oui sevel istorioù evel-se ivez.
Met, daoust da se, al lenner a vez tapet barzh rouedoù ar skrivagner memestra.
Christian Le Meut
Liñvadenn Kastellaodren ha danevelloù all, Hervé Gouedard, Embannadurioù Al Liamm, 2009, 15 €.
En français : cette note présente le livre de nouvelles d'Hervé Gouedard, Liñvadenn Kastellaodren, ("L'immersion de Chateleaudren"), qui a reçu le prix Sten Kidna-Le Bono au long cours 2010.
19:22 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.