Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

13/01/2010

Brud Nevez : Desperate brezhonegerien yaouank ?

brud277411.jpg"Brud nevez" nevez a zo degouezhet dilun mintin barzh ma bouest lizhiri : an niverenn 278, a ziar "An Afrik ha ni". Brav, met ne m'boa ket echuet c'hoazh da lenn an niverenn 277 titlet "Desperate brezhonegerien yaouank ?" ! Un titl savet a ziar titl ur rummad abadennoù savet er Stadoù unanet, "Desesperate housewives". Ur rummad ha ne blij ket din, met niverenn Brud Nevez, eñv, a blij din.

Talvoudus e kavan ar pezh a zispleg ar vrezhonegerion yaouank (tro dro da dregont vloaz). Tud bet desavet e brezhoneg er bleadeù 1980, ha ne oant ket kalz d'ar c'houlz-se, sur. Ugent vloaz war lerc'h, tud zo 'zo chomet tost tre d'ar brezhoneg, stourmerion evit ar yezh, ha tud all n'int ket mui, evel Tangi Naoueg (ur pseudo, sur awalc'h). Hennezh a zo bet heuget get bed an "emsav"; met ar brezhoneg a chom "eun tu pinvidig deuz ma fersonelez. N'en em welan ket o komz en eur yez all d'am vugale" emezan.

Ar pezh a zispleg daou grennard, Anna hag he breur Edern, bugale ar skrivagner Mikael Madeg, a zo talvoudus ivez. Gete e vez komzet brezhoneg er ger hag er skol, ar pezh n'eo ket gwir evit al lodenn vrasan ag ar vugale skoliataet get Diwan pe get ar skolioù divyezhek all. Ar galleg e ta doc'htu get ar vugale-se, ur wezh echu get ar c'hentelioù. An dra-se a zo gwir er skolaj, a zispleg an daou zen yaouank, met pas el lise rak ar grennarded o deus graet o sonj o-unan evit mont d'al lise Diwan. N'eo ket un dra bet divizet get o zud.

Barzh an niverenn-se ivez, un atersadenn get Andreo ar Merser a ziar ar geriadur nevez embannet get Emgleo Breiz : "Soñjet brud278412.jpgon-noa e vefe bet mad embann ur geriadur gand doare-skriva ar skol-veur, hini Emgleo-Breiz", eme Andreo ar Merser. Pennadoù skrid all a zo interesus ivez a zivout an enkadenn : ur reportaj war tud a labour a youll vat evit Bank ar boued, un atersadenn get Dominique Andro, ur brezhoneger a zo e penn Kredit mutuel Breizh...

En français : présentation du numéro 277 de la revue Brud Nevez consacrée en partie aux trentenaires ayant été élevés en breton dans les années 80, le bilan qu'ils en tirent, et comment ils le vivent aujourd'hui. Certains sont devenus des militants pour la langue bretonne, d'autres s'en éloignent un peu. Dans le même numéro un entretien avec Andreo ar Merser qui vient de publier un dictionnaire en breton (écriture universitaire : il y a plusieurs manières d'écrire le breton); ainsi que plusieurs articles sur la crise financière.

Brud Nevez, n°277, 4 ru Y. Collet, 29200 Brest. brud.nevez@wanadoo.fr

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.