Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

09/09/2009

Saozneg, galleg, brezhoneg : yezhoù bras, yezhoù bihan...

libédroit395.jpg

Dilun paseet m'eus prenet ur gazetenn, Libération hag on bet souezhet fall get ar bajenn diwezhañ : e lec'h ar "poltred" a vez embannet bemdez da gustum e fin Libération, ur pub a oa, ha skrivet e saozneg, oc'hpenn ! Troet a oa e galleg, met ar galleg a oa skrivet bihan bihan ("Designed for performance, engineered for elegance", "l'alliance de la performance et de l'élégance"*). Ar pub-se a oa evit montroù ker ruz... Drol eo memestra : perak skrivañ ar saozneg bras evel-se ? Evit reiñ mezh d'ar re ne lennont ket ar yezh-se ?...

tanvez394.jpgAn deiz-se ivez, barzh Le Télégramme m'eus gwelet ur pub all, divyezhek ivez, met ar wezh-mañ, ar galleg a oa a oa skrivet bras, hag ar brezhoneg a oa skrivet bihan... Un  diskouezadeg a vo staliet e Montroulez a ziar al labouradegoù Tanvez a oa brudet mod-se... Perak lakaat ar brezhoneg  ken bihan ? N'ouion ket. Met, ar wezh-mañ, on bet laouen memestra e welet brezhoneg war ur pub, daoust d'ar skritur bihan. N'eo ket bemdez.

Mod-se emañ, yezhoù "bihan" ha yezhoù "bras" a zo. Komzet vez a-yezhoù "bihan" ha yezhoù "bras" e keñver an niver a dud a gomz anezhe ha pas e keñver o zalvoudegezh skiantel. Evit ar skiantourion, d'am sonj, razh ar yezhoù komzet er bed a zo par. Ur yezh "bras" a vez komzet get ur bochad tud, hag anavezet ez ofisiel get ur Stad pe meur a hini... Ur yezh "bihan" a vez komzet  get nebeut a dud, ha n'eo ket yezh ofisiel ur Stad...

Met bon, hervez ar pezh m'eus gwelet dilun paseet, n'eo ket ken sklaer an traoù : a-wezhoù, ur yezh "bras" evel ar galleg a c'hell bout lakaet bihan bihan e-tal ur yezh all... Kement a vout nec'het evit dazont ar galleg ? Marteze...

Christian Le Meut

* Digarezit evit ar skeudennoù met ma skanner ne c'hell ket skanniñ penn da bonn ar pajennoù.


 

 

Commentaires

Ya, d'ober petra skrivañ brezhoneg bihannoc'h evid galleg ? An dud a lenn ar pezh a weler mad da zigentañ, hag an traoù skrivet bihan war-lerc'h, ar pezh a sinifi 'noint ket ezomm da selled ouzh ar brezhoneg goude-se ! Se zo kaoz eo ar c'hontrel an heni a ranker ober : ar brezhoneg skrivet bras, hag an droidigezh en galleg, bihannoc'h, evid ar re 'neuint ket komprenet.

Écrit par : turio | 15/09/2009

"Ur rannyezh gant un arme eo ur yezh" eme Claude Hagège "pezh zo ankounac'haet gant ar C'hallaoued. Pa oa mestr ar Galleg e oa galloudus ivez arme Bro C'hall"

Hag ur paotr all (Claude Roy ?) en doa-eñ lâret : "On est toujours l'arabe de quelqu'un" !

Écrit par : yann | 17/10/2009

Les commentaires sont fermés.