28/08/2009
Levr : Le tour d'un monde en 7 jours avec un âne en Provence
Kaset m'boa al levr-se evit krogiñ get ma vakansoù, e-penn kentañ miz Eost. Ma sac'h war ma gein, e oan aet betek... enez Edig, paraviz da Giberen, da sevel ma deltenn du-hont. Ma fal : gober tro an enezenn vihan, ar pezh a oa bet graet e korf un hanter zevezh. Brav tre ha plijus al lec'h, e kreiz ar mor. N'em boa ket dober ag un azen evit dougen ma zraoù : me a oa an den hag an azenn. N'eo ket evel ar veaj en doa graet Gérard Ponthieu e kreisteiz an Alpoù : seizh devezh e miz Eost 2008 e Provañs, koste Forcalquier, e-unan get un azen (a Brovañs justawalc'h), Juju. Kazetenner a-vicher, Gérard n'eus skrivet o zroioù kaer hag e sonjoù barzh ul levr nevez embannet getan, ha get skeudennoù kaer.
An azen, Juju, n'eo ket bet berpet fur, ne ya ket buan tre, n'eo ket bizkoazh sentus, met dougen a ra memestra ar pezh a zo da gas evit ur sizhuniad: boued evit an den hag al loen, dour, un nebeut dilhadoù, da lâret eo 40 kilo. E kerzhet, an daou en em gav get loened all (ronsed, chase...), tud, degemerus d'ar peurliesan, met pas berped. Lusk an natur a vez tapet tamm ha tamm get an den, a gousk e-dan ar stered hag e-tal an azen. Met bale mod-se n'eo ket aes bemdez : orjalennoù zo; sterioù da dreuziñ; minojennoù diaes da dapout. Al loen a zo taget get amprevaned. An darempredoù etre an den, ar mestr, hag al loen, a zo taer a wezhoù...
Gérard Ponthieu a skriv e sonjoù a ziar an dra-se hag a ziar darempredoù mab den get an natur. Ijinañ a ra divizoù etre an azen hag ar mestr... A-benn ar fin, ur sort levenez sioul a zeu e lenn al levr-se.
"Le tour d'un monde..." a zo bet embannet get ar skrivagner. 14 euro dre lizher : Gérard Ponthieu, La Jazzine, 73 allée du Castellas, 13770 Venelles.
Gérard Ponthieu a zalc'h ur blog : http://gponthieu.blog.lemonde.fr/2009/07/18/qui-na-pas-lu...
La version en français prochainement sur vôtre écran.
09:50 Publié dans Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : provence, ânes
Les commentaires sont fermés.