Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

21/05/2009

Semaine du golfe : le breton est-il tombé à l'eau ?

Kemenadenn a-berzh ar gevredigezh Bemdez (Bro Gwened)/Communiqué de l'association Bemdez (pays de Vannes) :

"Sizhuniad ar Mor-Bihan, Breizh-Kembre met brezhoneg ebet.
"En e varr emañ gouel ar Mor-Bihan p’emañ Kembre ar vro pedet er bloazmañ. Kenorin gant Breizh emañ he yezh kar d’ar brezhoneg, boutin he c’han broadel ha stag amzer-da-zont he armerzh war an aodoù atlantel. Padal n’hallo ket Kembreiz kavout an euriad da welet hor yezh war ar panellerezh : panell vrezhonek ebet eno evit degemer an dud da sizhuniad ar Mor-Bihan, daoust da garta Ofis ar Brezhoneg sinet gant kêr Wened. Frealzet e vint gant ar panellerezh-hentiñ kefridiel ? Mont a ra war-raok met n’eo ket tizhet an divyezhegezh c’hoazh pe graet diwar-skañv d’an ampoent (panelloù hanter droet a-wezhioù)."

Semaine du Golfe, Bretagne – Pays de Galles mais pas de breton

"La semaine du Golfe bât son plein, le Pays de Galles est à l’honneur, nation cousine de la Bretagne dont la langue est parente du breton, l’hymne est commun et les intérêts économiques intimement liées à l’avenir de l’arc atlantique. Pourtant, les Gallois n’auront pas la chance de voir la langue bretonne sur la signalisation : aucun panneau bilingue breton-français présent sur les sites d’accueil du public à la semaine du Golfe, en dépit de la signature par Vannes de la charte de l’Office de la langue bretonne. Pourront-ils se consoler par la signalisation routière
officielle ? Cette dernière avance mais le bilinguisme est encore très loin d’être atteint, voire mis en place à la légère (panneaux à moitié traduits)."

Evit / Pour Bemdez, Maryannig Garel. Kevredigezh / Association Bemdez, Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations, 6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie
56 000 Gwened / Vannes – Tél. 06 11 51 43 15.

http://membres.lycos.fr/bemdez/

Commentaires

Sinet eo bet ar garta gant an ti kêr, ya vat. Koulskoude e tepend eus al live pe ar "fonnuster" zo bet lakaet da dalvezout er garta. Meur a gêr e breizh o deus sinet ar garta ha ne vez kazimant brezhoneg ebet nemet evit henchañ an dud gant an hentoù

Écrit par : emineg | 21/05/2009

Sinet eo bet garta Ya d'ar brezhoneg get ti ker Gwened ha sizhun ar pleg mor a vez aozet get an departamant kentoc'h. Ha kuzul meur Morbihan n'en deus ket sinet c'hoazh Ya d'ar brezhoneg.
CLM

Écrit par : christian | 23/05/2009

Les commentaires sont fermés.