Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

22/04/2009

Hiriv : Newton !

"An dud a sav re a vangoerioù ha pas awalc'h a bontoù" (Isaak Newton)/
"Les hommes construisent trop de murs et pas assez de ponts" (Isaac Newton).

Commentaires

gallout a ra ur voger rei disavel hag ur pont rei hent d'un arme oc'h aloubi ur vro all evit he lakaat dindan he beli ...

un mur protège aussi des vents
un pont peut voire défiler une armée et mettre un voisin au pas

(c'est de moi)

Écrit par : lukianig | 22/04/2009

Salut Lukianig : brav int ivez, ho zroioù lâret ! Pas mal, vos dictons.
Joa
CLM

Écrit par : Christian | 22/04/2009

notennig : ur rejimant o tibuna war ur pont james ne gerzo "a-un a-daou", gou't a ouzoc'h petra zo kaoz ?

notabene : un régiment qui passe sur un pont ne marche jamais au pas, savez-vous la raison ?

Écrit par : lukianig | 22/04/2009

Pas, n'ouion ket, met c'whi a zisplego deomp neuze...
On attend la réponse, alors...

Écrit par : christian | 23/04/2009

Ma kerzhont holl d'ar paz, int a laka ar pont da greniñ doc'h lusk o faz, da greniñ, da horellat memes, kreñvoc'h-kreñv (phénomène de résonance), ken e wagennay memes ar pont (me 'gav genin eh eus skeudennoù ag an dra-se); ur wezh e oa bet ur rejimant èl-se é tistruj ur pont èl-se a-enep d'o volantez, ha marv oa lod-kaer ag ar soudarded-se. A-c'houde an amzer-se eh eus ag ar reolenn. E-menn ha pegoulz e oa, n'em eus ket soñj, met Lukianig a lâro deomp !

A-fed an traoù lâret get Newton, hañval genin em eus gwelet an dra-se div pe teir gwezh dija àr da vlog, Kristian !

Écrit par : Patrig | 23/04/2009

Salut Patrig : teir gwezh, n'eo ket posupl ur sort ! Div, ne laran ket met ar wezh kentan a oa barzh un destenn e galleg a ziar an Henbont hag an dreuzell (pontell : passerelle), nevez savet get an ti ker... Justawalc'h, a-benn nebeut m'bo traoù all da lâret a ziar an dra-se...
Joa
CLM

NB : Lukianig, petra eo ar reskont neuze ? Hag emañ ar wirionez get Patrig ?

Écrit par : Christian | 23/04/2009

respont a ran d'ar goulenn bet savet gant rener ar blog : hag ez eo, tre ! souez eo ne ouezez ket seurt traoù aotrou mestr ! peotramant e oac'h o klask broudañ an dud da skrivañ pez a ouient, sed aze pedagogiezh : an hini a oar, netra na lar

Écrit par : Lukianig | 27/04/2009

Les commentaires sont fermés.