Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

18/11/2008

Ul lizher a-berzh ar prezidant !

sarko326.jpgUn den a ma familh a zo bet laouen bras disadorn paseet : resevet en deus er gêr ul lizher a-berzh Nicolas Sarkozy, dre ar sekretour stad e karg doc'h ar soudarded kozh, Jean-Marie Bockel ! Ul lizher a-berzh Prezidant ar Republik, james kement all ! Ha petra a oa e-barzh ? Ur brezegenn lâret get Sarkozy d'an 17 a viz Meurzh paseet e koun soudard diwezhan ar brezel bed kentan, Lazare Ponticelli, marv d'an 12 a viz Meurzh. 16 bajenn memestra, kaset da milliadoù ha milliadoù a-zen. D'ar soudarded kozh evel an den kar din (bet kaset d'ober brezel en Aljeri). N'en doa ket bizkoazh resevet ul lizher evel-se, ha fallgountant a oa evit lâr ar wirionez.

Perak kas prezegennoù d'an dud o unan, er gêr ? Fier ruz eo, marteze, ar prezidant, doc'h ar pezh en deus skrivet ? Met koust a ra ker, sur awalc'h, hag, hervez ar pezh em bo komprenet, emañ ret d'ar Stad espernian argant, hon argant ! Serret vez ospitalioù getan, klasoù, skarzhet postoù labour hag, e-pad an amzer-se, fondet eo argant evit brudiñ pozioù sakret hor prezidant ! Netra da gompren !

Les commentaires sont fermés.