27/10/2008
Peuchère ! Marius 'n'eus kollet e taol mouezh !
Lennet e vez traoù drol, barzh ar c’hazetennoù, a wezhoù : ar pezh c’hoari Fanny, skrivet get Pagnol, a zo kinniget e Paris hiriv an deiz get ar “C’homedie française” hag an aktourion ne gomzont ket get taol mouezh Marseilh... Ar perak a zo displeget mod-se barzh Le Monde (30/09) : “Ce choix est revendiqué haut et fort par Muriel Mayette, l’administrateur général de la Comédie-Française, et par Irène Bonnaud, la metteuse en scène de la pièce, qui entend rendre justice à “l’universalité” de Pagnol, et “démontrer que Fanny n’est ni folklorique ni pittoresque, mais une des grandes oeuvres du répertoire théâtral français”.
Ha perak e vehe “folklorique” ha “pittoresque” komz galleg doare Marseilh war al leurenn, e Pariz ? Perak dilezel an taol mouezh-se ? N’eo ket ken “hollvedel” evit an taol mouezh “standard” klevet e Paris, er mediaioù ha c’hoazh ? Ha doujus eo, an dibab-se, e keñver Pagnol e-unan ?
Meur a feson a zo da gomz galleg, e Marseilh, Tolosa, Bourdel, Lille, Bruxelles, Genève, Dakar, Beyrouth, Montréal, ha me oar me. “Hollvedel” int, holl. Met pas evit tud zo a gav gwelloc’h lakaat un taol mouezh galleg “standard” (ho hini marteze), e begoù Marius, Fanny, Escartefigue, ha c’hoazh. Domaj eo, d'am sonj, rak an taol mouezh-se a gas saourentez d’ar pezh c’hoari (a vo skignet a-benn disadorn war Frans 2).
18:48 Publié dans Arzoù/Arts, C'hoariva/théâtre, Galleg/français | Lien permanent | Commentaires (2) | Tags : théâtre, pagnol, français
Commentaires
Filmoù zo bet savet gant an Amerikaned diwar-benn Marius ha Cesar. Ha diwar-benn Irma la douce ivez. Ar re-se ne oa ket ar pouezh-mouezh reizh ganto. Ha filmoù mat e oant memestra.
Met gwir eo. Diaes e vezan ivez pa welan telefilmoù a zo o istor o tremen e Breizh hag e vez gwelet diouzhtu n'eo ket an aktourien eus ar vro.
Un istorig a zeu da soñj din. D'ar c'houlz ma oa ma mab o chom e Marseille e oan bet oc'h ober ur weladenn dezhañ. Kaozeadegoù an dud en tavarnioù a veze klevet o zrouz er-maez ganeomp betek er straedoù strizh edomp o vale enno. Un deiz m'edon en diabarzh, ouzh an daol-evañ, e oa startijenn gant ar gaoz ken a oa. Ha me o selaou hag o kompren mann gant ar c'hreñv a oa pouez-mouezh. Ken e soñje din e oa graet a-ratozh. Bon ! Un tamm teñvalgleved 'm boa dija, ne nac'han ket !
Ha setu klevet ganin "ROU DOU ROU"... Evel a ouzit e vez graet evel-henn eus Stadion Gwenngamp! Eus an "OM" e oa anv evel-just!
Kontet em boa an istor d'ur vignonez eus Marseille. Feuket an tamm anezhi. Ha hi o lavaret din e oa tud desket kaer hag o doa ur pouezh-mouezh eus an dibab. Pezh zo gwir evel-just. Med 'm eus aon e oa lakaet pouez-mouezh Bro Brovence hag hini Kêr Marseille en ur geñver ganti ivez.
Écrit par : jean lastennet | 01/11/2008
N.B. Plijet-bras e oan evel-just o welet e oa ar Varseilliz o telc'her d'o fouez-mouezh !
Écrit par : jean lastennet | 01/11/2008
Les commentaires sont fermés.