Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

16/09/2008

Ne faota ket dezhe labourat muioc'h evit tapout muioc'h

A wezhoù e lenner traoù distanus er bed trouzus mañ. Traoù dinec'hus hor lakaat d'en em sioulaat : razh an dud n'int ket deuet da vout foll get an argant, get ar galloud, get an armoù ha me oar me. Setu ar pezh 'm'eus sonjet goude bout lennet ur pennad skrid embannet barzh Le Monde 2 (23/08/2008) a zivout menec'h manati "Saint-Sixte" e Westvleteren, e Bro Belgia, koste Frandrez.

Gete e vez savet bier abaoe 1839. "Trappistes" int hag e vez ret dezhe labourat d'en em vagiñ hag evit reiñ d'ar re baour. Abaoe 1945 e vez produet ha gwerzhet gete d'an dud pep bloaz 4.750 litrad bier. Ha pas unan muioc'h. Ar bier a vez gwerzhet er maez, e-tal dorioù ar manati, hag a zo da vout evet get an dud oc'h unan. Difennet eo gwerzhiñ ar bier-se er stalioù konverzh. Ret eo pellgomz araok evit mirout ur c'hasedad pe daou, ha pas muioc'h. E-barzh ar manati, pemp manac'h a laboura pempzek devezh ha tri ugent ar bloaz evit sevel ar bier. N'eus nemet daoù vanac'h a ouia ar pezh a vez lakaet barzh ar bier...

Ar pezh a zo, er bloaz 2005, ul lec'hienn internet ispisialiset er Stadoù Unanet (ratebeer.com), n'doa añvet bier menec'h Westvleterien "gwellañ bier" ar bed a-bezh ! Ha setu kantadoù a otoioù dirak dorioù ar manati; an hentoù stanket, bec'h ha trouz er vro. Pratikoù 'zo a oa deuet get un helikoptaer ! Bizkoazh kement all ! Hag ar venec'h da vout souezhet bras ! Ne lennont internet bemdez ! Goude-se e oa bet lakaet bec'h war an tad manac'h evit ma vehe savet muioc'h a litradoù bier gete, met n'en deus ket asantet. "N'omp ket ni breserourion, emezan, menec'h omp. Evit bout menec'h e vez savet bier geneomp, ha pas ar c'hontrel". Menec'h abati Westvleteren a chomo paour. Marteze, ne evont ket bier en ur sellet doc'h ar skinwell ! N'o deus ket selaouet mat prezegennoù prezidant Bro-C'Hall Nikolas Sarkozy.Ne labourint ket muioc'h evit tapout muioc'h a argant. N'int ket doc'h ar c'hiz. Ha gwell' a-se evite. Hag evidomp.

Alleluia. 

Christian Le Meut 



Un nebeut titouroù oc'hpenn :
Ar bier a c'hell bout tanvaet e-tal ar manati (ul lec'h degemer a zo bet lakaet paraviz da nor ar manati).
Ul lec'hienn internet : www.sintsixtus.be
Un niverenn pellgomz : 00.32.70.21.00.45.
Un niverenn pellgomz evit mirout ur c'hasedad pe daou (24 boutailh barzh pep kased). Tri sort bier a zo (unan "melen" ha daou "du") a vez gwerzhet etre 22 € ar c'hased betek 33 €.

Commentaires

Brav an destenn. Biken n'em eus tañvaet ar bier-se, ha soñj ket din e c'hellin tañva ur wech bennak. Gourc'hemennoù evit ar blog-mañ a vez lennet gant plijadur evel ma vez lonket ur banne bier. Yec'hed mat dit!

Écrit par : Kilian | 15/09/2008

Salut Kilian ha trugarez vras evit ar pezh peus skrivet hag a gas beugon din. Ma faota dis tañva bier ar manati-se, e vo ret dis mont betek Bro vBelgia koste Flandrez. Ha pal ur veaj a c'hellehe bout : evañ gwellan bier ar bed a-bezh ! Ha kas en dro boutailhadoù evit ar vignonned e Breizh...
D'am sonj, pa vin bras, e vin "tour operator".
kenavo - CLM

Écrit par : Christian | 16/09/2008

Les commentaires sont fermés.