Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

07/09/2008

Plijus !?

e95fcf2193f2a615633da0737ebfb61f.jpgSkritelloù nevez a zo bet savet da vrudiñ kentelioù ha stummadurioù brezhoneg evit an tud en oad, hag evit displeg pegen plijus, bourrus, eo deskiñ hor yezh. Ar pezh a zo gwir, plijus eo... Kentelius ha poanius ivez. "Le breton, c'est comme le vélo, je l'apprends et je ne l'oublie plus !" eme ar skritell... Ha "plijus" da vout troet : "C'est fun" e galleg flour !

Ur yezh a vez ankouieit ma n'eo ket komzet. Me m'eus desket saozneg ha spagnoleg (kastillaneg). Ha, goude bout paseet un nebeut mizioù e Bro Galisia, ar c'hastillaneg a zeue brav awalc'h genin. Met ne m'eus ket mui komzet abaoe pell. Memes tra get ar saozneg. Dont a rahe en dro ma m'behe tu da gomz, marteze... Met n'eo ket ken aes evit mont war ur marc'h houarn, d'am sonj...

Brav eo a skritell-se, ar skeudenn a zo... plijus da welet, met n'ouion ket mard e vo efedus, kar al liamm etre an dresadenn hag an danvez (kentelioù noz ha stummadurioù brezhoneg) a zo pell awalc'h.  Gwelet e vo !

Ma faota deoc'h gouiet e-men e vez kelennet brezhoneg e Bro C'hall a-bez, kit da welet war lerc'hienn internet Ofis ar brezhoneg, un teuliad a zo da belkargiñ. 

http://www.ofis-bzh.org/bzh/actualite/index.php

Commentaires

Proposez-vous des cours par correspondence?

Écrit par : Ronan Gac | 26/10/2013

Bonjour
Non, ce blog ne propose pas de cours, mais vous pouvez trouvez des contacts sur le site de l'office de la langue bretonne (lien en bas de l'article) ou sur le site de Deskiñ d'an oadourion (DAO), fédération de associations de cours du soir pour adulte. Si vous cherchez des cours sur internet, il y a Edubreizh. Pour les cours par correspondance, skol ober (que l'on peut contacter via le site kuzul ar brezhoneg).
Joa deoc'h !

Écrit par : christian | 26/10/2013

Les commentaires sont fermés.