04/09/2008
Kebekeg : galleg, pe ur yezh all ?
Dimeurzh paseet m'eus gwelet er sinema ur film a Vro Gebek : "Les 3 p'tits cochons", savet get Patrick Huard. Istor tri breur hag o darempredoù get ar maouezed... Fentus bras ar film hag a oa istitlet e galleg ! Drol eo, iskiz eo, ur film e galleg istitlet e galleg. Rak, hervez ar pezh a m'eus lennet e pep lec'h, komzet vez galleg e Bro gKebek, pas ? Yezh ofisiel ar vro-se eo. E gwirionez, ne oa ket istitlet penn da benn, met a wezhoù hepken, ha talvoudus a oa kar ar C'Hebekiz a zo diaes da gompreñ memestra.
"J'vais pas faire pogner" a dalv, da skouer, "ne vin ket tapet" (laret get unan ag ar vreudeur, dimezeet met dedennet bras get ur vaouez all). "Tabernak" ha "Hostie" a zo gerioù groñs.
Un nebeut bleadeù a zo, ur film all a Vro gKebek a oa bet hanter istitlet ivez : CRAZY. Mechal memestra mard eo ar c'hebekeg deuet da vout ur yezh all distaget ag ar galleg ?
Skeudenn tennet ag ar gazetenn Studio
09:35 Publié dans Galleg/français, Sinema/Cinéma, Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (2)
Commentaires
Heñval e vefe neuze ar galleg ouzh ar saozneg hag anavez american english, irish english, singapour english ha m.o.m...
Écrit par : jean lastennet | 04/09/2008
Hum ... "heñval e vije" :-)
Écrit par : jean lastennet | 04/09/2008
Les commentaires sont fermés.