Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

26/08/2008

Levr : Morvan Lebesque

fabdd07cd210a2ba3802623903adf1c6.jpg

Me zo me evel pasapl a dud, pasapl a Vretoned marteze : lennet m'boa "Comment peut-on être breton ? essai sur la démocratie française", pell zo hag al levr-se oa bet talvoudus awalc'h evidon-me. "Awalc'h" peogwir em boa lennet levrioù all war an tem se met, e lenn Morvan Lebesque, m'boa desket traoù a zivout istor Breizh. Ha sonjoù ar skrivagner a-fed stad Bro-C'Hall, kreizennet spontus, an demokratelezh, ha c'hoazh, hag a oa interesus. Kavet em boa hir awalc'h al levr-se memestra.

Ne ouien ket kalz a dra a zivout ar skrivagner nemet en dra-se : kazetenner a oa bet barzh Le Canard enchaîné, ar pezh a oa talvoudus peogwir e lennen bep sizhun ar gelaouenn-se. Lebesque oa marv met me vourre (hag e vourran c'hoazh), taol spered an houad-se, flemmus ha fentus. Estroc'h evit an dra-se, Morvan Lebesque a oa dianavet din.

A drugarez d'al labour graet get ar c'hazetenner Erwan Chartier, ni ouia bremañ kalz muioc'h war gont Lebesque. Ganet e eo e 1911 e Naoned. Tost eo bet d'ur strollad politikel, ar  Parti autonomiste breton (Pab), e fin ar bleadeù 1920. Mestr skol e Liger atlantel Lebesque oa bet lakaet er maez ag ar velestradurezh a gaos d'e sonjoù politikel. Kuitaat a ra ar Pab e 1931 evit mont barzh ar Parti nationaliste intégral de Bretagne, ur strolladig a-zehoù pellañ, get sonjoù a-enep d'ar Juifed ! Lebesque ne chom ket kalz barzh ar strollad-se : mont a ra da Bariz evit labourat, evel kazetenner. Met n'eo ket aes da gomans, Lebesque a zo ur c'hazetenner paour.

641b6ae5b3ebf7dcc4f3f4a9ff03315a.jpg"L'heure bretonne", "Je suis partout"... 
Lebesque a skriv, e pad ar brezel, evit kazetennoù aotret get an Nazied evel "L'Heure bretonne", pe "Je suis partout". Ne gemer ket perzh barzh ar Resistans,  war e seblant ! Met n'en d'eus ket skrivet traoù kriz awalc'h evit bout barnet goude ar brezel. E 1944, Lebesque a ra anaoudegezh get Albert Camus hag an daou-se a za vout mignonned bras.

War lerc'h, Lebesque a skriv levrioù istor hag ur romant. Gobret eo get ar C'hanard Enchaîné e 1952 ha, tamm ha tamm, e vrud a ya war greskiñ. Ur stil, un doare da skrivañ a zo getan, flemmus, tagus get mennozhioù brokus. Lebesque zo daet da vout un den-garour; dre levezon Camus, moarvat. Met e zarempredoù get kazetennerion all ar C'Hanard n'int ket aes, ha Lebesque a gas e pennadoù dre lizher; ne chom ket da labourat barzh burevioù ar gelaouenn !

Pell a Vreizh e pad pell amzer
Lebesque zo chomet pell awalc'h a Vreizh, betek ar bleadeù 1960. Kroget en deus da skrivañ evit Pobl Vreizh, kazetenn ur strollad politikel a gleiz, nevez savet, an UDB. Tost-tre eo bet d'an emsav e miz Mae 1968. "Comment peut-on être Breton ?" zo bet embannet e 1970, un nebeut mizioù araok e varv : un taol kalon en deus bet ec'h ober ur reportaj er Brazil, d'an oad a 59 vloaz.

Sonjoù Lebesque o deus chanchet e-pad e vuhez, anat eo; ha mod-se emañ evit kalz tud. Goude  bout lennet istor e vuhez, mechal memestra ma oa Lebesque un den gwirion e-sonjoù penn da benn ? Daoust da-se, e levr "Comment peut-on être breton ?" a chom talvoudus ha kentelius.
Christian Le Meut 

- Morvan Lebesque, le masque et la plume d'un intellectuel en quête de Bretagne, skrivet get Erwan Chartier raskrid : Bernard Thomas. Embannadurioù Coop Breizh, 2007. 220 p. 15 €. 

- Comment peut-on être Breton ? Essai sur la démocratie française, Ed. du Seuil (Points actuels).  

Les commentaires sont fermés.