Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

18/08/2007

Brud Nevez 263 : "Ar wech kenta"

30c2ed11448df27daf54abb60f3061c8.jpgBourrapl bras e kavan niverenn diwezhan Brud nevez (n°263 - mizioù Mae ha Even met embannet e miz Gouere). Ar "wech kenta" eo tem an teuliad a grog ar gelaouenn. Pennadoù berr ha danevelloù hiroc'h a zo bet dibabet get Brud Nevez, fentus awalc'h evit lod anezhe ("An deiz ma tiwiskis Barba" da skouer, skrivet get Henri Dorsel...); fromus ivez, evel "Ar wech kenta ma oa en em gavet get ma zad" skrivet get Yann Bijer (soudard, e dad oa bet tapet get an Alamaned er bloaz 1940 ha distroet e Breizh e fin ar brezel)... Bez zo testennoù souezhus ivez, e keñver an doare da skriv evel barzhoneg brav Frank Bodenes "Pont an êled diaskell". 

Kavout a ran plijus ivez mont da neuial get ur maskl hag un tuba, evel ar pezh a zispleg Charlez An Dreo. N'eus ket dober a vont pell evit gwelout "Ar mor o veva" (titl e pennad skrid). N'eus ket pell zo m'eus gwelet evel-se ul loen souezhus,ul "limace des mers" ("melc'hwed mor" e brezhoneg ??). Daou vetrad a zonder er mor, tost d'an draezhenn, e groc'henn du e tansal barzh ar mor; hag al loen a oa e tebriñ bezhin glas, sioul. Me oa chomet da selet doc'htan (pe doc'hti ?) ur vunutenn, pe div... Ur bochad tud a oa e-tal deomp, e neuial, e huchal, e ober bourrapl barzh ar mor met ur bed all a oa, didrous, just dindannomp. An deiz-se m'boa gwelet ivez ur pesk bras awalc'h, ur gwrac'h ("vieille" e galleg) hag a oa e selet doc'hin trankil ivez (ar pezh a zo komprenabl, ul loen iskiz on-me ivez).

Pennadoù all a zo barzh Brud Nevez war lerc'h an teuliad : an atersadenn interesus get an istorour Alain Croix a-fed Kastell an duked e Naoned, hag a zispleg labour an istorourion e-pad c'hwec'h vloaz evit reneveziñ Kastell an duked a Vreizh e Naoned. Jeffrey Shaw a genderc'hel da ziskouezh buhez al laboused er C'hanada; Maiwenn Morvan a ra a memestra tra met evit buhez an dud e Thailand... Hag un atersadenn gentelius all a zo get Loeiz Ropars a zivout "Hanter-kant vloaz Kan ha diskan". 

Brud Nevez, 10 ru Kemper, 29200 Brest; pellgomz : 02.98.02.68.17.N° 263. 7 euro.

En français : présentation du dernier numéro de la revue en langue bretonne "Brud nevez" (tous les deux mois) dont le thème est "La première fois". Une sélection d'articles courts et de nouvelles plus longues sur des "premières fois", drôles parfois, émouvantes aussi comme la première fois que Yann Bijer, enfant, a rencontré son père, prisonnier en Allemagne, à la fin de la guerre. Deux interviews intéressantes également, celle de l'historien Alain Croix sur le travail effectué pendant six ans pour la rénovation du château des ducs de Bretagne à Nantes, et celle de Loeiz Ropars sur "50 ans de kan ha diskan".

www.emgleobreiz.com

Commentaires

Anti-peurunvan associés, Alain Croix... pffffff, c'est pas gagné l'avenir de la Bretagne avec tout ça !

Écrit par : Deléon | 18/08/2007

gwelloh ober falhuneg eget g(w)allzeleoneg

Écrit par : polop | 18/08/2007

Skrivit e falc'huneg a-raok brabañsal, "den kalonek" !

Écrit par : Bertrand Deléon | 18/08/2007

lavar deom peseurt doare brezoneg a veze moaien da lenn war da vlog araog e oa tennet er-mêz eus ar web ? diouer a ra deom lenn da emzaveg skuizuz ha dilennabl !

Écrit par : polop | 18/08/2007

Peseurt blog, petra zo bet skarzhet kuit ? Lavarit din rak n'ouzon ket eus petra zo kaoz !

Écrit par : Bertrand Deléon | 19/08/2007

http://www.u-blog.net/gwened2008/note/8

war an distro emañ euz a welan...

ho mod deoc'h eo da welet dazont "ar vro" marteze... din-me ne gav ket din e vije seurt tud er vro a vije prest d'ober seurt taolioù fall... ha ma vije eus ar re-mañ ne servijfe nemet da "rei abegou" d'an dud da vaga kasoni a-enep deom ru wech ouzhpenn

grit ket kemend-ze a bilou fall evid "dazont ar vro" (ar geriou-ze a lak ahanon da hoarzin)

kant maouez kant hiviz
kant gwaz kant diviz

a galon ganeoh "kenvroiz" (hoarz adare)

Écrit par : polop | 20/08/2007

- "War an distro" emañ diouzh a welit ? : da gentañ n'eo ket ma blog met hini ur strollad, meret gant ur strollad. N'eus ken nemet sellet ouzh an deiziadoù evit gwelet n'eus bet an disterañ kemm esteget bezañ bet lakaet pennadoù ouzhpenn ur wezh dre vare.
- "ar vro" : kalz ledanoc'h eo ster ar ger-mañ eget pezh a soñjit !
- pa lavarit "ho mod deoc'h eo da welet dazont "ar vro" marteze... din-me ne gav ket din e vije seurt tud er vro a vije prest d'ober seurt taolioù fall... " :
Ma ! Klotañ a ra mat gant mennozhioù an dud meneget er pennad ; traoù all am boa lavaret ? Krediñ a ran en amzer-da-zont Breizh hag ar brezhoneg, bezit asur ne glaskan ket mont gant hor yezh evit "c'hoarzhin" ! Abalamour da se e skrivan e peurunvan, ur reizhskrivadur implijet gant an darn vrasañ, aes da gelenn d'ar vugale hiviziken.
Trubarderezh eo sevel a-enep diouzh ma zu ha gwashoc'h c'hoazh a-berzh ur brezhoneger.

Écrit par : Bertrand Deléon | 20/08/2007

waou ! setu ur sell kaer eus ar bedig bed, planedenn vreizh kreizig kreiz an hollved ! un afer all, un afer a speredoù strizh ha sac'het, aotrouigouien mezevellet gant o komzoù o-unan (piou a gleo anezho estregeto o-unan en o c'hornioù serret, er goudor eus an diavaez ?)

un dra vat e vez sklerijennet an heol gant da "vro" pe ar vitrakmachin politikel faltazius a glaskes adaozañ en desped ha defod d'ar vretoned. Da vro dit-te n'eo ket ma hini, dit-te eo aotroù, ha mat pell zo...

n'em eus ket afer d'ober ganeoc'h, n'anavezan ket ac'hanoc'h ha ne dlean netra deoc'h aotrou, setu neuhe ne welan ket petra eo an trubardereZH a reer ano anezhañ amañ

ale, klevout a ran dija ho kwallmennozioù a-ziwar pobl breizh bet divreizhoneket ha ragnagnagna, seurt morjin tost da faskouriezh gwennhadu, a vez dibunet e galleg peurliesa... un dastumadenn komzoù dister bet desket dre an eñvor ha prest da vezañ disac'het da dalañ ouzh an drubarded...
ne ra forz pa vez dibunet kemend a ranellachoù "vreizhon" forzh pegement ken a gac'h hag a strink, den a ra foultr...

neuhe e vije talvoudegez braz da gaout e-touez an nebeud gallegourien troet da sot gant la bretagne indépendante hag e vije greet fae eus ar vrez(h)onegerien sioul ha didrabas a ra o seiz gwellañ evit ma chomfe beo yezhoù Breizh hag he sevenadur ?



pep hini zo libr, c'hwi zo libr da garout ho pro evel ma glaskit ijinañ anezhi, daoust da ze dalc'hit soñj eus un dra : n'eus den ebet a zo perc'henn war dazont ar vro...

Écrit par : lopop | 20/08/2007

Chom sioul ma faotr ! Klevet e vez pezh a lavaran diouzh ho toare da respont din, n'eus ken nemet gwelet penaos e troit evit kompren...
Bezit asur ne glaskan ket mont gant hor yezh evit "c'hoarzhin" HEPKEN !

Écrit par : Bertrand Deléon | 20/08/2007

penaos e troin ? paket out berr gant diouer a arguzennoù kredabl, adios den dister, kenavo d'an ifern yen

Écrit par : lopop | 20/08/2007

Adlennit kement tra am eus skrivet amañ a-us, kompren a reot a-benn 30 vloaz bennak pa vo truezus stad ar brezhoneg abalamour da dud eveldoc'h, mard oc'h bev c'hoazh...
A-hend-all, "troit" = amzer-vremañ !

Écrit par : Bertrand Deléon | 20/08/2007

Les commentaires sont fermés.