03/07/2007
Blogoù nevez e brezhoneg
Blogoù nevez e brezhoneg a zo, evel :
http://chwezetablog-rezkebil.blogspot.com/
Ur blog savet get ur paotr "a zo dedennet get an urzhiaterezh hag ar merc'hed".
Un bochad blogoù a zo bet savet get Nireblog, ur benveg nevez : gallout a reer sevel getan blogoù e brezhoneg penn da benn (get ar rubrikennoù e brezhoneg ivez) :
Muioc'h a ditouroù a zo ivez war lec'hienn internet Ofis ar brezhoneg (rubrikenn "Keleier"). Sellit doc'h all liammoù.
Goude bout savet an dra-se, pennadoù zo bet embannet barzh kazetennoù zo, abadennoù radio a zo bet graet ivez, evel ma vehe ar blogoù e brezhoneg un dra nevez ar pezh n'eo ket. Blogoù e brezhoneg a zo abaoe daou vloaz pe tri, da nebeutan (Rezore oa bet savet e Miz Meurzh 2005).
Setu ur blog all a gavan brav hag interesus, e brezhoneg ivez :
http://red-an-dour.blogspot.com/
Hag ur blog nevez awalc'h e brezhoneg ha galleg (barzhonegoù, sonerezh, politikerezh...), savet get ur mignon din.
http://kelionenn.blogs.letelegramme.com/
Petite sélection de blogs en breton, nouveaux ou pas. On peut désormais créer des blogs présentés uniquement en breton par le biais de la plateforme Nireblog (plus d'info en français sur le site de l'Office de la langue bretonne, en lien permanent ci-dessous, dans la rubrique actualité).
12:50 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Web | Lien permanent | Commentaires (3) | Tags : Web, langue bretonne, blog
Commentaires
Brav eo e vefe ur "blogosfaer" bev-buhezek e Brezhoneg, a gav din !
Écrit par : yann | 03/07/2007
Evit Nireblog, lakaet eo al liamm RSS-se ganin em feedreader :
http://nireblog.com/br/blogs/index.xml
Setu degaset din pep pennad nevez diwr beb blog zo e-barzh.
Écrit par : yann | 03/07/2007
Ya, kalz a vlog e brezhoneg a ra berzh bremañ. Ar rouedad, ul lec'h pouezhus-kenañ evit dazont ar yezh, neketa ?
Écrit par : ar valafenn | 04/07/2007
Les commentaires sont fermés.