Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

26/04/2007

Mister ar jañdarm a lenne Le Monde...

Pa oan krouadur e oan e chom barzh ur jañdarmeri, ya, rak mab ur jandarm on-me ! Neuze na lârit ket netra fall a-ziàr-benn ar jañdarmed mar plij geneoc’h; me ouia me penaos eo ar jañdarmed tud a galite, tud desket, pennoù bras, ha c’hoazh...

Just-awalc’h, un deiz ur jandarm nevez-flamm oa degouezhet e ti an archerion. Unan yaouank, unan diplomet, ya, diplomet, oc’hpenn. Ne ouian ket peseurt diplom oa bet tapet getañ met diplomet oa, sañset. Ha, gwelloc’h c’hoazh, an archer-se a lenne Le Monde, mar plij, ya, Le Monde. Ne oa ket un amiod, ur begeg, hennezh. N’eus nemet ar pennoù bras a lenne, hag a lenn Le Monde, razh an dud a ouia mat an dra-se.

Ar jañdarmed all hag o familhoù a lenne pe Ouest France, pe Le Télégramme, pe La Liberté du Morbihan (a veze embannet bemdez da noz c’hoazh d’ar c’houlz-se), pe... Le journal de Mickey evidon-me (daouzek vloaz e oan d’an termen-se)... Ha Le Monde a oa siriusoc’h c’hoazh evit hiriv, ya, kalz siriusoc’h : foto ebet, tresadenn Plantu ebet, nemet pennadoù skrid ha pennadoù skrid ur bern...Danvez da lenn, kwa.

Ya met goude un nebeut sizhunioù ar jañdarmed all, hag o maouezed (ar familhoù a zo e chom barzh ar memes lec’h, ar “brigade” evel ma larer) a gave drol memestra : “Penaos ‘ta, ar paotr-se a lenn Le Monde, n’eo ket kredapl ur sort !”. Ya, rak ar jandarm-se, daoust dezhañ bout diplomet, oa ganet ur sadorn da noz... Hag e hanter voutik, ne lâran ket. Ar vaouez-se a lâre d’ar maouezed all: “Man gwaz a lenn Le Monde”... Un dra oa sur : kaset e veze dezhañ Le Monde bemdez, rak ar gazetenn a errue barzh burev ar jandarmed... Ha ma paeit ker awalc’h da vout kaset deoc’h ur journal er gêr, n’eo ket evit gober brav, met evit lenn ar gazetenn-se. Nann ?

Bugale frioù furch 
Er jañdarmeri e oa ur strollad bugale a c’hoarie asambles barzh al liorzh bras, barzh ar porzh bras, barzh savadurioù kozh dilezet un tammig, barzh toulloù-bac’h kozh ivez ! Bugale, ha me en o mesk, en em chikane a-wezhoù, met bourrapl oa memestra. Ha c’hwi ouia mat penaos emañ an traoù get ar vugale : berped e vonet ha donet, berped e furchal hag e klask traoù kuzhet. Frioù-furch...

Un deiz e oamp barzh ar c’hav. Kavoù oa edan ti an archerion, unan evit pep familh hag ur sal vras e-lec’h ma veze graet gouelioù a wezhoù. Ya, gouelioù a veze graet get ar jañdarmed : da Nedeleg, da skouer, evit reiñ profoù d’ar vugale; met ivez da Galanna evit debriñ asambles. Begon ha trouz oa a-wezhoù geneomp an nozvezioù-se. Jañdarmed zo a chome hep eviñ, evel rezon... Ur wezh, an amezeion tostañ o doa pellgomzet deomp da glemm : re a drouz a oa graet geneomp, sañset ! “Ma n’oc’h ket kontant, pellgomzit d’ar polis" en doa reskontet ur jañdarm ! Nag ur c’hoarzhadenn !

Ar bed a-bezh !
Met boñ, setu ni,  ar vugale, e furchal barzh er c'hav, er sal vras e-lec’h ma oa ur c’houfr bras. Ha ni da zigoriñ ar c’houfr-se evit gwelet an teñzor a oa kuzhet e-barzh. Ha peseurt teñzor ? Ar Bed a-bezh. Ya, un bern Le Monde ! Ur sapre bern, chomet pleget ha serret edan o zalatennoù paper (bandes papiers e galleg) : ne oant ket bet digoret ! Na digoret, na lennet, evel rezon. Ar jañdarm hag e hanter voutik a oa koumanantet da Le Monde met n’er lennent ket ! Hag a-gres d’ar vugale, afer gevrinus ar jañdarm a lenne Le Monde a oa bet diskoulmet !

Christian Le Meut

Commentaires

neuze, 'benn ar fin, ur jandarm a zo un den evel tout Le Monde !
...
Joa deoc'h

Écrit par : anne | 26/04/2007

Les commentaires sont fermés.