Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

16/03/2007

Ur sapre bern teil !

Evel ma ouit-c’hwi dija, sot on get abadennoù Frans 3 e breton. Met sot penn da benn. N’hellehen beviñ hep an abadennoù tele-se a vez skignet bep sizhun get ar chadenn bublik. Nag ur spont. Evel un drogaj eo. Setu me edan gwask, edan gallout an abadennoù skinvell e brezhoneg. Gwelloc’h vehe genin mont da welet ur psikologour, d’ho sonj ?

Disul paseet, justawalc’h, e oan e c’hortoz an overenn e breton, nann digarezit, an abadenn e breton met ar post tele oa tapet, okupet dija ! Bizkoazh kement all. Lulu, pemzek vloaz, ma nizez, oa e sellet doc’h klipoù rap barzh M c’hwec’h pe ur chadenn all ag an TNT (chadennoù an TNT, nag ur blijadur !)... Aaaarghhh : diouer a dele e breton am boa; mallus oa din selet doc’h Red an Amzer. Hag an amzer a rede justawalc’h !  C’hwi ouia mat : an tele a zo evel ar WC,  n’heller ket partajiñ... Bon, se zo hervez, a wezhoù, ar WC a c’hell bout partajet memestra... Tost daou vloaz zo, en TGV, em boa gwellet pevar den yaouank, daou baotr ha div verc’h, mont asambles barzh ur WC hepken ! Ha bihan eo, ar WC, en TGV... D’ober petra ?... Da vutuniñ, dija, rak difennet grons e vez butuniñ barzh an TGV abaoe daou vloaz dija... Hag evit ar peurrest, n’ouion ket...

Sikourit genin ! 
Bon, ar WC a c’hell bout partajet, a wezhoù, marteze, met pas an tele. Goulvena, Fanch, sikourit ganin mar plij !!! Chomet oan sioul memestra ha goulennet m’boa get Lulu ma vehe bet posupl dezhi zapiñ un herradig amzer da welet an abadenn e breton. Lulu, neuze, oa e sellet doc’h klipoù get rapourion dentoù aouret gete, a gane e saozneg e fringal, e vourjal, get otoioù brav ha merc’hed koant e tansal, bizeier ur bochad ha gouloù a bep sort.

Pa oan krouadur e lennen istorioù ar vreudeur Rapetou, barzh ar Journal de Mickey. Ar Rapetou a oa tud fall a faote dezhe laeriñ, tapout, lakaat o c'hrabanoù war argant tonton Picsou. N’ouion ket ma z’eus c’hoazh istorioù gete barzh kazetenn Mickey, met raperion ‘zo a denn d’ar vreudeur Rapetou a wezhoù. Lulu, neuze, oa erru skuizh marteze get ar rapourion hag he doa asantet zapiñ war F3. Nag ur plac’h jentil !

Kouezhet war ur... 
Ha setu ni erru barzh ur bed all : war lerc’h ar rapourion dentoù aouret ha bizeier partout, ni zo kouezhet war... ur bern teil ! Hag ur pezh a unan !  Ya, unan brav, me lâr deoc’h ! Un nebeut moged, a save ha dour a zevere war al leur. Nag ur skeudenn vrav ! Eurusamant, m’eus sonjet, n’eo ket bet savet, ijinet c’hoazh ar skinwell get an odorama... Hag ur vouezh “off”a gomze breton. Ul labourer douar a zisplege traoù interesus, marteze, met m’eus er gwelet kalz rak Lulu n’eus zapet doc’htu e lâret, “beuh c’est nul”...

Gwir eo lâret, n’int ket “fun” bras bemdez an abadennoù e brezhoneg war Frans 3. Na fun, na farsus.  Mouchig Dal a zo farsus evit ar vugale, moarvat... Met get div euriad a abadennoù e brezhoneg bep sizhun, dre vras, n’eus ket kalz a choaz evit ar grennarded hag an oadourion. Benn ar fin, n’eo ket ken aes c’hoarzhiñ e brezhoneg get ar pezh a vez kinniget deomp. C’hoarzhiñ etre mignonned, ya; e lenn levrioù farsus pe pennadoù skrid fentus barzh ar c’hazetennoù, evel ma z’eus a wezhoù, ya. Met bon, arvestoù farsus, n’eus ket kalz anezhe...

Barzh sinema, netra, film ebet, na fentus, na spontus, na trist, na netra...Ha get an c’hoariva ? Daou pe tri bloaz zo m’boa gwelet ur pezh c’hoari fentus bras anvet “Le breton se marre” savet get ar strollad Pik achu e galleg hag e brezhoneg. Sketchoù oa kentoc’h met get un doare fentus bras da ziskouezh bed ar vrezhonegerion a-vremañ... War lerc’h m’eus c’hoariet barzh ar pezh c’hoari Malachap Story, ur western e brezhoneg hag a oa, d’am sonj, fentus awalc’h ivez (hag e oan ar sherif, diwallit !). Met bon, n’eus ket pezhioù c’hoari bemdez ha razh n’int ket farsus, anat eo.

Brezhonegerion : c'hoarzhit ! 
Ar sonjoù se zo deuet din goude bout paseet ur noziad farsus ha bourrapl bras barzh Brec’h, d’an nav a viz Meurzh paseet. Ur filaj anvet Starak oa bet savet get tud Kerlenn Sten Kidna an Alre. Pewar ugent den, da nebeutan, oa tolpet barzh ar Bar Breton ha setu ul lodenn anezhe e c’hoari sketchoù fentus, e soniñ sonennoù a bep sort, skrivet gete a wezhoù, e lâr konerioù, ha c’hoazh... Ha n’em boa ket c’hoarzhet kement-se abaoe pell.

Ma faota d’ar re a gomz brezhoneg c’hoarzhiñ, dezhe d’en em zibrouilh, a-benn ar fin. Dezhe da sevel o fezhioù c’hoari, o sketchoù, o sonnenoù, o filajoù, o istorioù hag... o mousfent : den ebet, media ebet, a ray al labour se en o lec’h. Ha gwell a-se ! Mod-se, ar gwener 9 a viz Meurzh da nozh, pewar ugent den o deus paseet un noziad asambles e lec’h chom er ger dirak o fostoù tele, e c’hoarzhiñ, e lak ar re all da c’hoarzhiñ, e kanal, soniñ, ha dekonin : e teskiñ ha komz breton oc’hpenn mar plij ganeoc’h. 

N’eo ket brav ar vuhez ?  

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.