08/12/2006
Nebeutoc'h a dud dilabour, muioc'h a dud paour ?...
Hervez ar sifroù ofisiel, an dilabour a yahe war zigreskiñ. Nebeutoc’h a 9 % ag ar boblans a vehe hep labour e Frans a bezh... Moarvat. Fier bras eo ar gouarnamant get ar sifroù brav-se met penaos e vez kontet an traoù ? N’eo bet berpet sklaer. Ouzhpenn-se muioc’h mui a dud a ya war o leve ha ret eo lakaat tud en o flas memestra... Nebeutoc’h a dud dilabour, sanset, met ag ez eus nebeutoc’h a dud paour ? N’eo ket sur.
Ar gazetenn Marianne (07/10) n’eus embannet sifroù, n’eus ket pell zo, a fed an argant a vez gounizet get ar re a labour, ar re c’hopret. 3 %, setu ar pezh a zo bet gounizet ouzhpenn get ar gopraerien* etre 1996 ha 2004. Ur c’hresk a dri dre gant e kontiñ an inflation ! N’eo ket kalz a dra dija, met evit tud zo, digreskiñ a ra. Evit ar rummad implijidi*, un digresk zo : 1,6 % a vez kollet gete etre 1996 ha 2004 ! Spontusoc’h eo evit an dud ha ne labouront ket leun amzer met “amzer a zarn (temps partiel). Get ar re se (micherourion, implijidi...) a zo bet kollet 2,2 % e korf eizh vloaz...
Ha muioc’h mui a dud a vez gobret evel se, dre gevradoù labour "a zarn”. E mesk an implijdi tost un den war daou ne laboura ket leun amzer, met amzer a zarn. Merc’hed, kentoc’h, a laboura e kefoù ar gourc’hmarc’hadoù, pe tud a laboura da netaat burevioù ar re all. Ur bochad ag ar re se n’o deus ket choazet da labourat mod se rak o gobr a zo dister awalc’h : war dro 650 euro bep miz. C’hwi lenn mat. 650 euro ! Penaos en em vagiñ, en em lojiñ, mont ha dont d’al labour get ken nebeut a argant ? Alies ar re a labour mod se a vez dimezhet hag ar gwas pe ar wreg a laboura leun amzer. Gopridi all o deus un eil labour... Evit ar re all, berr tre eo lost an argant.
Ul "lusk da dapout..."
Barzh ar gazetenn Bremañ a viz Kalan-gouiañv (miz Du), e kaver pennadoù a fed al labour hiriv an deiz. Delphine, d’an oad a zaou vloaz ha tregont, a zispleg pegen diaes eo he buhez. Goude bout labouret evel kelennourez galleg barzh skolajoù e pad pemp bloaz, evel vakatourez, chomet eo hep labour hag hep argant, ur wezh echu he gwirioù Assedic. Gobret oa bet da lakaat bruderezh barzh ar bouestoù lizhiri.
Kevradoù labour hirbad (CDI) a vez roet buan d’an dud barzh sort micherioù se, met ne vezont ket paet mat. Un droiad a zo d’ober da lak ar pub barz ar bouestoù lizhiri, met paet vez ugent euriad labour hepken pa vez ret labourat pemp pe dek euriad ouzhpenn da zont a benn d’al labour. “Ul lusk eo da dapout” a zispleg ar re a zalc’h ar stal, met “ul lusk diposupl da dapout” hervez Delphine. Hag an euriadoù ouzhpenn ne oant ket paeet. Deplhine zo aet kuit, neuze...”Gwirioù an implijidi ne gontont ket ken” a lâr ar plac’h... “Profitañ a reont eus dienez an dud en un doare euzhus” emezi.
Kevradoù labour berrbad
Un dra all a ya ar gresk barzh bed al labour hiriv an deiz : ar c’hevradoù labour “berrbad”, ar CDDioù (contrat à durée déterminée). Da laret eo tud gopret evit ur sizhuniad, ur miziad, tri miziad, ha c’hoazh, da labourat e lec’h tud all, tud klañv, aet kuit d’ar vakansoù, merc’hed e toug, RTTioù ha c’hoazh. Lezennoù strizh a zo evit ar c’hevradoù labour-se met muioc’h mui a zo memestra. Kinniget vez kevradoù evel se d’ar re a zo e glask labour ha n’hellont ket o nac’hiñ, get en esperans bout gobret da vat un deiz bennak. Ul lod a zo, ul lod all n’eo ket. Met an dra-se a c’hell padout bleadeù ha bleadeù. Hag hiriv an deiz e weller muioc’h mui a dud evel Delphine, tud a dregont vloaz pe muioc’h, ha n’o deus ket ul labour da vat c’hoazh...
Hervez Marianne, Laurent Fabius, penn bras ar PS, n’eus kinniget un dra interesus : goulenn get ar stalioù e lec’h ma z’eus re a dud gobret get kevradoù labour berrbad pe re a dud gobret a zarn, paeañ taosoù ouzhpenn. Ar pal : kas araok ar postoù labour amzer leun. Ne vehe ket fall : al labourerion, ar gopraerien a c’hellehe beviñ get argant o labour, ar pezh n’eo ket mui gwir hiriv an deiz evit ur bochad anezhe.
Christian Le Meut
* Gopraerien : salariés (geriadur Favereau)
* Implijidi : employés
15:40 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Buhez sokial/Vie sociale, Politikerezh/Politique | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : sokial, brezhoneg, paourantez
Les commentaires sont fermés.