Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

11/10/2006

Récho ha Frigo

Pa oan krouadur e sellen doc’h ar skinwell d’ar merc’her hag e pad ar vakansoù. Ha sonj m’eus a zaou glown a gaven farsus anezhe : Récho et Frigo. Dija, o abadennoù a groge get ur sonnen sot awalc’h met fentus : “Salut c’est moi Récho, salut c’est moi Frigo et tous les après midi on retrouve nos amis/Salut c’est moi Récho, salut c’est moi Frigo/, quand il faut pas beau, quand il fait pas chaud et qu’on a beau bobo, y’a Recho et Frigo/ouais...”.

Recho et Frigo oa c’hoariet get daou aktour yaouank d’ar mare se, Pierre et Marc Jolivet. N’int ket chomet pell : lakaet int bet er maez ag an tele a gaos m’o doa lâret traoù a du get an ekologiezh. War lerc’h Pierre Jolivet n’eus savet filmoù ha Marc Jolivet zo chomet fentour, brudet awalc’h.

Sego ha Sarko : un duo nevez
Echu neuze get Récho et Frigo met hiriv an deiz en em gavomp bemdez get un duo all; Sarko et Sego. Unan ag an daoù se ‘vo, marteze lakaet e penn stad Bro C’Hall e 2007. Sego zo deuet d’hor gwelet e pad an hañv, e Breizh, e Kemperle. Prometaet he deus e vehe sinet ha ratifiet geti karta Europa ar yezhoù bihan; un dra a lakehe yezhoù rannvroel evel ar brezhoneg da vout ofisiel ha da vout sikouret un tammig muioc’h.

Sinet oa bet ar garta se get Lionel Jospin seizh vloaz zo met lakaet oa bet a goste get Chirak peogwir eo ret chanch ar gonstitution, ar vonreizh araok ratifiiñ ar garta... Ar pezh n’eo ket bet graet get Chirak...Sarko, d’e du, n’en deus ket lâret netra ar an dachenn se. Met e penn kentañ miz Gouere memestra, un den ag an UMP, Yann Martin Chauffier en doa lâret e vehe ratifiet ar garta get Sarkozy ur wezh daet da vout prézidant hennezh. Ya, met an UMP a c’hellehe gober an dra se diouzhtu kement a zilennidi a zo getan er parliamant. Met non, n’eo ket bet graet abaoe 2002...

Setu neuze un duo nevez evit paseiñ ar gouiañv, Sego ha Sarko, pe Sarko ha Sego. Sarko. Kinnig ar ran me ur jingle nevez evit hor galviñ da sellet doc’h an abadennoù a vo graet gete : “Salut c’est moi Sego, salut c’est moi Sarko, et tous les après midi, on retrouve nos amis, salut c’est moi Sego, salut c’est moi Sarko, quand il fait pas beau, quand il fait pas chaud, et qu’on a bobo, y’a Sego et Sarko”. Ouiais...

Met mechal mard e vo ken fentus evit abadennoù  Recho et Frigo. N’on ket sur.

Christian Le Meut

Les commentaires sont fermés.