30/08/2006
Bro Suis en arvar a gaos d'he yezhoù ?
Hervez Courrier International (24/08/2006) nebeutoc'h nebeut a Suised a zesk ar yezhoù broadel all ag o bro. Peder yezh ofisiel a zo er vro se, an alamaneg (komzet get 4,64 milion a dud), ar galleg (1,48), an italianeg (471.000) hag ar romancheg (35.000). Nebeutoc'h a c'hallegerion yaouank a zesk alamaneg ha nebeutoc'h ag alamanegerion yaouank a zesk galleg : dibabet vez kentoc'h ar saozneg gete pe yezhoù all (ar pezh a zo gwir en Europa a bezh)... Met, hervez an istorour Hans-Ulrich Jost, aterset get L'hebdo (Lausanne) n'eo ket un dra nevez flamm : "Bro Suis n'eo ket bet ur vro liesyezhek, bizkoazh, ur vojenn eo".
Hag emañ en arvar Bro Suis a gaos d'an dra se ? N'eo ket sur rak ne oa ket bet savet nag unanet ar vro se war ar yezhoù met war emglevioù etre ar gantonioù kentoc'h. Justawalc'h, ar gantonioù e lec'h ma vez komzet galleg a zo troet muioc'h mui war zu Bro C'hall...
10:10 Publié dans Etrebroadel/International, Yezhoù/langues | Lien permanent | Commentaires (0)
Les commentaires sont fermés.