Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

29/08/2006

Sinema : "Le vent se lève"...

medium_levent114.jpgUn Iwerzhonad  a seitek vloaz eo : “Micheail” e anv bihan. Met an doare-se da lâr e añv ne blij ket, tamm ebed, d’ar soudard saoz a zo e huchal  warnan : “Lâr da anv e saozneg !”. Ha Micheail ne asanta ket pe ne ouia ket lâr e anv e saozneg... Dirak e familh hag e vignonned, Micheail 'zo jahinet ha krouget, diouzhtu, heb bout barnet. E vignonned zo spontet; en o mesk Damien ha Teddy (Cillian Murphy ha Padraic Delaney), daou vreur, a ya da stourm barzh an Irish Republican army goude bout gwellet an torfed se. Setu penaos e krog film diwezhañ Ken Loach¨.
 
Ni zo e 1920 e Bro Iwerzhon, war er maezioù, da vare ar brezel etre an Iwerzhoniz a faota dezhe distag o bro eus Rouantelezh unanet, hag an arme Bro Saoz. E 1916 zo bet flastret an dispac’h kentañ e Dublin get ar re Saoz met, e 1919, an trec’h zo aet get ar Sinn Fein e pad an dilennadegoù. Kannaded ar Sinn Fein deus savet ur parliamant broadel ha bannet emañ distag, digabestr, Republik Bro Iwerzhon bremañ. Met n’eo ket bet anavet ar stad nevez se get Breizh Veur, na get broioù all. An Iwerzhoniz a sav, memestra, ur stad nevez, get un arme, ur parliamant, ur justis, ar pezh a ziskouezh mat ar film. Skoazellet int get ul lodenn vras ag ar  bobl. Krogadoù zo, tud zo fuzuilhet get o mignonned a gaos ma z’int treitourion; ar stourmerion yaouank a zeu da vout soudarded da vat, kriz a wezhoù.
 
Brezel etre breudeur 
E 1921  un emglev peoc’h a zo sinet e Londrez get pennoù bras a  Vro Iwerzhon, evel Michael  Collins (bet lazhet e 1922 get un Iwerzhonad a zo a enep an emglev peoc'h). Iwerzhon a zo anavet evel ur stad distag ag ar Rouantelezh Unanet, met a chom un “dominion” barzh ar C'Hommonwealth... Hag hanternozh Bro Iwerzhon (Ulster) a zo distaget hag a chom barzh Rouantelezh Unanet ! Barzh ar strollad soudarded dalc’het get Damien ha Teddy, razh an dud n’int ket a du. Bec’h zo etre ar re a gav gwelloc’h chom a sav get ar brezel, hag ar re a faota dezhe monet pelloc’h, sevel ur Republik sokialour en Iwerzhon a bezh. “3.500 fuzuilh a zo en Iwerzhon, n’hellomp ket trec’hiñ war Bro Saoz” a lar unan, ha Teddy a zo a du getan; met tud all a reskont n’int ket aet ken pell evit bout a du get un emglev ken fall, ha Damien a zo a du gete. Setu reuz zo etre an daou vreur, hag ur brezel nevez met etre Iwerzhoniz ar wezh mañ, e 1922-1923. Ne larin ket fin ar film met, gwir e lâret, stard ha kriz eo.

Brezelioù evit en em zistag ha brezelioù diabarzh a zo abaoe pell. E wellet “Le vent se lève”, sonjet m’eus e Jean-Marie Tjibaou, lazhet get un den ha ne oa ket a du get emglevioù peoc’h sinet e Matignon e 1989 war dazont Kaledonia nevez...
 
Hag amañ, hiziv an deiz, e Breizh : a wezhoù e klevan tud a Vreizh a lâr : gwelloc’h vehe deomp ober evel ar Gorsiz, lakaat bombezennoù evit chanch an traoù. Tri C'Hors yaouank zo marv e 2006 e lakaat bombezennoù e lec’hioù zo, ha marv int gete... Peseurt dazont a faota deomp sevel evit Breizh ? Gwir eo, ne vezomp ket selaouet kalz get Stad Bro C’hall pa manifestomp d’un doare habask evit ar brezhoneg, da skouer, met monet da stourmiñ d’un doare taer, e lakaat bombezennoù, zo danjerus bras. Ur wezh kroget evel se, n’eus ket fin ebet betek ar brezel diabarzh, sivil, evel ma wellomp barzh Le vent se lève. 
 
Ken Loach n’eus savet ur pezh a film hag hor c’has da sonjal ag ar brezel, brezel etre pobloù, brezel e barzh pobloù, brezel barzh ar familhoù. Perak monet da vrezeliañ ? Evit sevel ur vro nevez, met peseurt bro ? Pegoulz ha penaos chom a sav get ar brezel ? Pegoulz dibab ar peoc’h ha... peseurt peoc’h ?...
Christian Le Meut

Commentaires

http://forzhkreatinin.blogspot.com/

aze e vo tu deoc'h lenn ur pennadig am eus skrivet e diw yezh diwar benn ar film mañ

Écrit par : blogosser | 29/08/2006

M'eus komzet egt ur mignon, neil, eus ar fim-se. Neil zo eus Kerne-veur. Hennezh a gomz kerneveg. Evitan eo ur yezh tost-tre ouzhe ar brezhoneg.Hiriv an deiz e kaver war-dro 3500 a dud a vefe gouest da gomz kerneveg. Klask a reont adsevel ar yezh.
Neil eman oc'h ober ur geriadur kerneveg - saozneg evit piv en do c'hoant deskin. Peseurt doare skrivan? Pep hino a skriva eval ma kara.
Ne anavan ker bro Gerne-veur: istor, sevenadur, pobl.
Memestra get bro-Iwerzhon.Gwelet 'm eus ar film diwezhan get Ken laoch, "Le vent se lève".Ar film se en deus gounidet ar Palmez aour, e 59vet Gouel ar filmoù, e Cannes.
Bro-Iwerzhon just goude ar brezel kentan. Klevet em boa komz eus emzav Pask 1916 e Dublin. Eus emgannoù ar bloavezh 1920-1921 etre an Iwerzhoniz hag ar soudarded saozon am boa ivez. Met, n'em boa ket klevet kom eus ar brezel diabarzh just goude dizalc'h kreistez bro-Iwerzhon. Film ken laoch a ziskouez ar brezel-se etre breuder. Stad eo ar film-se evidon-me, met dedenus-tre ivez. Abaoe m'eus klasket traoù diwar-benn dizalc'h kreistez bro-Iwerzhon hag brezel en Ulster.
Me a ouia nebeud a dra diwar-benn istor bro-Iwerzhon. Bout zo keleier diwar-ben Iwerzhon an hanternoz war ar journal, ouzh ar skinwell. Met netra diwar-benn istor ar broioù keltieg all, diwar-benn o amzer-vreman: parlamant bro-Skos, yzh bro-Gembre..N'ema ket pell an eil bro ouzh egile koulskoude. Bout zo ar mor etrezo. Met, evidon-me n'eo ket ur harz. Koulskoude n'on ket bet e bro-Iwerzhon, e Gerne-Veur... Kerne-veur, an nesan ac'hanomp eus Breizh koulskoude.
Ret eo deomp ober anaoudegezh get ar broioù keltieg evit mont araok...

Écrit par : Bastian Magerez | 30/08/2006

Les commentaires sont fermés.