24/08/2006
Levr fotoioù : War hent ar Chiapas
E 1994 ar Zapatisted oa daet da voud brudet en ur ober ur sort dispac’h e bro Chiapas, ur rannvro e kreisteiz Bro Meksiko. Ar “sub commandante Marcos” a zo e penn ar strollad se, evel “porte parole”. Ur Vreton a Lannuon, Pierre-Yves Marzin, tener poltrejou, oa aet du-hont seizh bloavezh zo. Eñ a gont e veaj e brezhoneg en ul levr interesus bras anvet “War hent ar Chiapas”. N’eo ket kement se ul levr a ziout politikerezh met, kentoc’h, buhez pemdeziek ur veajour intereset get ar vro ha get an dud a chom eno.
Erruet oa bet Pierre-yves Marzin e Meskiko, ur ger bras tre ha tomm tre ivez. Saotret eo an aer ha poan n’eus ar veajour : “Evel pikous e-barzh ma daoulagad”, emezan. Met ar Chiapas eo pal ar veaj. Emañ ret dezhan mont du-hont get kirri boutin hag, ar lerc’h, en ur gerzhet hag en ur c’hoari bismeud. Ur wezh emañ ret dezhan en em gushat evit nompas bout gwelet get an arme, hag a zo e pep lec’h.
Aet oa bet Pierre-Yves Marzin e Chiapas dija araok, ha mignoned en doa duhont. A gres da-se, ni well Zapatisted e c’hober gouelioù, e c’hoari basket, e sevel un ti evit ur familh labourision douar, hag all.
Met an arme hag a zo partout.
A drugarez d’ar skeudennoù ha d’an destenn, gwelout a reomp pegen krenv eo an aon hag ar feulster e Chiapas. Pierre-Yves Marzin ne skriv ket mard eo eñ a du pe pas get ar Zapatisted; klask a ra da ziskouezh deomp o stourm.
Bourrapl eo beajiñ mod-se, ged skudennoù kaer ha fromus. An destenn e brezhoneg zo aes awalc’h da lenn. Divyezhek eo al levr : ur c’haier ispisial e galleg vez gwerzhet getan.
“War hent ar Chiapas”, Pierre-Yves Marzin, ti embann Skol Vreizh, 40 kae Leon, 29600 Montroulez. Tél : 02.98.62.17.20. 15 euro.
Petit résumé en français : le photographe Pierre-Yves Marzin a publié un livre sur son voyage au Chiapas, “War hent ar Chiapas” (Sur la route du Chiapas) aux éditions Skol Vreizh (15 €). De très belles photos noir et blanc, avec un texte en breton et un cahier joint avec la traduction en français. Skol Vreizh, La Manu, 40 quai de Léon, 29600 Morlaix.
Christian Le Meut
07:25 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Etrebroadel/International, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Ur bed hep traezhennoù ?
A wezhoù e lennan levrioù spontus evel ul levr bihan ha berr, 60 pajenn, anvet : “Hag an traezhennoù a ya da goll ?” E galleg : “Les plages vont-elles disparaître ?” Ya an traezhennoù a ya da get, ya, n’eo ket ur farsadenn, nag ur goap: skrivet eo bet al levr se get un den sirius, un douaroniour, Roland Paskoff, a zo iwez e barzh ar “Conservatoire du littoral”. 70 % ag an traezhennoù a ya war vihanaat er bed a bezh, hervez ar skiantour se. 20 % a zo stabil ha 10 % hepken a ya war vrasaat. Kement de vaout nec’het memestra.
A venn e ta an traezh, ar jipl, a zo war an aod e Frans, da skouer ? Ul lodenn vras a zeu ag ar sterioù bras evel al Liger, ar Rhône, ar Garonne, pe ar Blanhoeh, ar Skorf, ar Gwillen. Met traezh ha mein a vez tennet ag ar sterioù se; ha stanket vez ar sterioù muioc’h mui, evel e Guerlédan evit ar Blanhoeh. Setu penaos ne zeuont ket mui an traezh hag ar billi betek ar mor.
Tier savet re dost ag an draezhenn...
Met abegoù all a zo evit displegiñ stad an traezhennoù : n’eo ket ur sonj vat, da skouer, sevel tier re dost un draezhenn, ar an tevennoù a zo ar-dreñv, da skouer. Bep traezhenn n’eus afer a blas evit mont ar gil pe mont araok a hed an amzer. Douar ha traezh vez kaset d’an draezhenn dre an tevennoù ivez. A gaos d’an dra se emañ gwelloc’h sevel tier pelloc’h, kant metrad pelloc’h evel a pezh a zo skrivet e lezenn littoral.
Ur riskl bras, un danjer bras a zo war an traezhennoù, neuze, met estroc’h evit an abegoù se zo : get chanchamentoù an amzer, ar mor a ya war ihuellat. Hervez Rolland Paskoff, ar mor a greskay a zaou ugent santimetr betek ar bloaz 2100. Krenvoc’h vo ar mor neuze hag pelloc’h a yay ar gwagennoù... Muioc’h a mui a barroù avel a vo... Penaos gober, neuze, evit nompass lesket an traezhennoù da vont da get : nompass sevel tier re dost; lakaat rec’hier bras er mor, just a dal d’an traezhennoù evit gwannat ar gwagennoù; diwall muioc’h pa vez savet porzhioù nevez war an aod evit nompass chanchiñ ar sterioù mor; kas traezh tennet e don ar mor d’an traezhennoù ha c’hoazh...
Mallus eo : sonjit ta ! Penaos vehe ar vuhez war an douar patates man, hep an traezhennoù, hep an traezh evit mont d’ober ur chouk warnan, pe rouzin edan an heol, pe c’hoari raketennoù araok monet da neuial ! En aodoù en Azur koste ar Mediterranée, m’boa gwellet plajoù get billi hepken, hep traezh ! Ne oa ket gwall bourrapl en em astennin warne. Du hont e vez feurmet, neuze, kadoerioù hirr evit chom da rouziñ ha da gousked dirak ar mor. Ha, mod se, an traezhennoù n’int ket mui lec’hioù publik, digoret da razh an dud, met digoret d’ar re a bae ! Bourraploc’h eo amañ, e Breizh, ha marc’hadmatoc’h ouzhpenn !
Met, mechal a ouiet penaos vo graet get ar vugale, a benn kant vloaz, ma n’eus ket mui traezh ebet ar an aod, evit sevel kastelloù traezh ?
Christian Le Meut
“Les plages vont-elles disparaître”, Roland Paskoff, Ed. Le Pommier, 2005, 4,5 €.
06:15 Publié dans Breizh/Bretagne, Brezhoneg/Langue bretonne, Endro/environnement, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !


