24/08/2006
Levr fotoioù : War hent ar Chiapas
E 1994 ar Zapatisted oa daet da voud brudet en ur ober ur sort dispac’h e bro Chiapas, ur rannvro e kreisteiz Bro Meksiko. Ar “sub commandante Marcos” a zo e penn ar strollad se, evel “porte parole”. Ur Vreton a Lannuon, Pierre-Yves Marzin, tener poltrejou, oa aet du-hont seizh bloavezh zo. Eñ a gont e veaj e brezhoneg en ul levr interesus bras anvet “War hent ar Chiapas”. N’eo ket kement se ul levr a ziout politikerezh met, kentoc’h, buhez pemdeziek ur veajour intereset get ar vro ha get an dud a chom eno.
Erruet oa bet Pierre-yves Marzin e Meskiko, ur ger bras tre ha tomm tre ivez. Saotret eo an aer ha poan n’eus ar veajour : “Evel pikous e-barzh ma daoulagad”, emezan. Met ar Chiapas eo pal ar veaj. Emañ ret dezhan mont du-hont get kirri boutin hag, ar lerc’h, en ur gerzhet hag en ur c’hoari bismeud. Ur wezh emañ ret dezhan en em gushat evit nompas bout gwelet get an arme, hag a zo e pep lec’h.
Aet oa bet Pierre-Yves Marzin e Chiapas dija araok, ha mignoned en doa duhont. A gres da-se, ni well Zapatisted e c’hober gouelioù, e c’hoari basket, e sevel un ti evit ur familh labourision douar, hag all.
Met an arme hag a zo partout.
A drugarez d’ar skeudennoù ha d’an destenn, gwelout a reomp pegen krenv eo an aon hag ar feulster e Chiapas. Pierre-Yves Marzin ne skriv ket mard eo eñ a du pe pas get ar Zapatisted; klask a ra da ziskouezh deomp o stourm.
Bourrapl eo beajiñ mod-se, ged skudennoù kaer ha fromus. An destenn e brezhoneg zo aes awalc’h da lenn. Divyezhek eo al levr : ur c’haier ispisial e galleg vez gwerzhet getan.
“War hent ar Chiapas”, Pierre-Yves Marzin, ti embann Skol Vreizh, 40 kae Leon, 29600 Montroulez. Tél : 02.98.62.17.20. 15 euro.
Petit résumé en français : le photographe Pierre-Yves Marzin a publié un livre sur son voyage au Chiapas, “War hent ar Chiapas” (Sur la route du Chiapas) aux éditions Skol Vreizh (15 €). De très belles photos noir et blanc, avec un texte en breton et un cahier joint avec la traduction en français. Skol Vreizh, La Manu, 40 quai de Léon, 29600 Morlaix.
Christian Le Meut
07:25 Publié dans Brezhoneg/Langue bretonne, Etrebroadel/International, Levrioù/Livres/BT/BD | Lien permanent | Commentaires (0) | Tags : Bretagne forever !
Les commentaires sont fermés.