Ok

En poursuivant votre navigation sur ce site, vous acceptez l'utilisation de cookies. Ces derniers assurent le bon fonctionnement de nos services. En savoir plus.

03/08/2006

Levr da lenn : Plouganoù va bro

medium_plouganou090.jpgSetu ul levr bet skrivet get un den a Vro Dreger war e barrez a orin : Plouganoù  (war an aod, koste Montroulez). N'eo ket nevez, embannet eo bet e 1997 get Hor Yezh hag ar skrivagner, François Prigent, ganet e 1919, zo marv e 1989. Dre zanevelloù berr François Prigent a ziskouezh deomp buhez al labourision douar er bleadeù 1930 ("Ar mekanik", "Ar falc'hadeg", "Rañvat lin"...).  François Prigent n'eus paseet e vugaleaj er Vern, ur pennher pell ag ar vourc'h Plouganou, met tost awalc'h ag ar mor (daou gilometr a Varnenez, an tumulus brudet). Neoazh, ar vugale ne ahent ket alies bras d'ar mor. "D'an aod, ur sulvezh hañv" zo danvez un danevell : "A-greiz-holl ur gwell kaer a save dirazomp : an Aod Vihan, Beg Barnenez ha Terenez...". Danevelloù fentus zo evel "Meurlarjez get mammig kozh" evit gouel Sant Stefan (an deiz goude Nedeleg): an tud kozh a oa e chom e Kervorvan, e parrez Sant Yann ar Biz, just e tall parez Plouganoù... Ne oa ket pell met ur sapre veaj memestra d'ar c'houlz se, hep oto met get ur c'harr. Danevelloù tristoc'h zo evel "Ar werzhidigezh" : ret a oa gwerzhiñ traoù Jann ar C'hog, ur vamm gozh ag ar barrez chomet dall, evit paeañ an ospital... Nag un druez !Un nebeut barzhonegoù fromus zo embannet barzh al levr se ivez.

E galleg - en français: François Prigent (1919-1989), né dans la commune de Plougasnou (Trégor finistérien) raconte dans ce livre de nouvelles son enfance paysanne dans un village éloigné du bourg, avec tendresse, humour mais aussi tristesse, notamment par rapport à sa langue maternelle qui n'avait pas sa place à l'école.

Christian Le Meut 

Les commentaires sont fermés.